War gresk ec'h a Brezhoweb, abadennoù nevez a vo savet a-raok pell hag ezhomm zo deus tud nevez da zont da labourat gant ar skipailh. War glask emaomp neuze ur plac'h

War gresk ec'h a Brezhoweb https://www.brezhoweb.bzh/ , abadennoù nevez a vo savet a-raok pell hag ezhomm zo deus tud nevez da zont da labourat gant ar skipailh.
War glask emaomp neuze ur plac'h pe ur paotr a c'hallfe diskouez kaout ar perzhioù-mañ :

  • Brezhoneg komzet ha skrivet dre ret, live mat (ar post-labour ne vo ket mat d'an deraouidi pe d'an dud ul live etre dezhe) ;
  • Plijet ha dedennet gant bed ar c'hleweled ;
  • Un tamm mat a vestroni war Word, Excel, an heuliad Adobe a vo erruet mat ;
  • Mat e vo dezhi pe dezhañ kaout intrudu, bezañ kap da labourat hec'h-unan/e-unan a-wechoù (emren) hag a-stroll alies-mat, bezañ dedennet gant ar sportoù hag ar c'hazetenniñ.

Ur post kargad•ez a broduiñ zo kinniget, a vo stag deus hon burevioù en Intel (Mor-Bihan).

D'ar re a vo kontant da lakaat o anv e vo ret kas ur CV hag ul lizher displegañ da Lionel Buannic, brezhoweb(at)gmail.com

Bec'h de'i !