Emañ kevredigezh DIVSKOUARN, dezhi he fal kas an divyezhegezh brezhoneg / galleg war-raok, o klask ur (g)c’hefridiad(ez) evit miz Du.
Kefridi
Dindan renerezh ar c’huzul-merañ, e vo karget :
- da sevel, diorren ha kas war-raok ar raktres kevredigezhel - d'ober kinnigoù - da gemer perzh en aozañ raktresoù a denn d'an arc'hantaouiñ ha d'ar velestradurezh. - da reiñ ur skoazell war an hentenn hag an doare labourat d’ar strolladoù a gemero perzh er raktresoù - da vagañ ha da gas ar preder war-raok, da zielfennañ ha da briziañ ar raktresoù - d’en em ober diouzh emdroadur ar raktresoù
Tres ar post
- Bezañ pe dindan 30 vloaz pe tremen 45 bloaz - Bezañ gouest da gehentiñ - Bezañ stummet war ar ren raktresoù - Bezañ barrek da genstrollañ an dud, da labourat e rouedadoù - Bezañ desket mat war dachenn ar vugaligoù - Bezañ desket mat ha kaout skiant prenet war dachenn ar c’hevredigezhioù - Bezañ desket war ar c’honterezh - Gouzout komz ha skrivañ brezhoneg - Kaout ur c'harr-tan - Bezañ emren - Bezañ prest da ziblasañ (e 5 departamant Breizh) - Gopr : 8.45 € evit kregiñ
Post didermen sikouret gant ar rannvro e-pad pevar bloaz. Lizher emginnig ha CV e brezhoneg da gas da z/Divskouarn 12 straed ar Marn 29260 LESNEVEN a-raok an 30 a viz Gwengolo.