Petra eo staj Ar Falz ? Ur staj yezh, gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ. Ur staj sevenadur

Dalc’het e vo ar bloaz-mañ ar staj brezhoneg gant Ar Falz e skolaj Diwan Plejidi (bro-Dreger) eus ar 17 betek an 21 a viz Eost

Aozet e vez gant ar gevredigezh Ar Falz – hag a zo anezhi abaoe 1933, bet krouet ganti an Embannadurioù Skol Vreizh er bloavezioù 1970 – ur staj yezh ha sevenadur ar vro e brezhoneg, bep bloaz e-kerzh trede sizhun miz Eost. En ul lec'h disheñvel ma vez posubl hag e "Breizh a-bezh". Pleustret e vez war meur a zanvez, e brezhoneg bepred, met c’hoarzhet e vez ivez, ha roet da peb hini e walc’h a blijadur !


Petra eo staj Ar Falz ?

  • Ur staj yezh
    . Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ.
  • Ur staj sevenadur
    . Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...
  • Mont pelloc'h gant ar yezh
    . Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)


    Ar c'hentelioù :
    1 – Deraouerion ;
    2 – Peuzderaouerion ;
    3 – Pleustriñ war ar yezh ;
    4 – Evit mont pelloc'h ;


    Ar stalieroù :
    1 – Anwioù lec'h ;
    2 – C'Hoarioù Breizh ;
    3 – Distagañ ar brezhoneg ;
    4 – Sketchoù e brezhoneg ;
    5 – Urzhiataerezh ;
    6 – Kan ha dañs ;


    Priz ha titouroù all
    Kentelioù, bod ha boued : en oll 150,00 € ;
    Hep pred koan : 150 €

    Kamproù 'zo er greizenn ; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.

    Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.

    Muioc'h a ditouroù diwarbenn ar staj digant :
    Jean-Claude Le Ruyet : kly.leruyet@orange.fr

    Evit hoc'h enskrivañ :
    Darempred ar sekretourva Ar Falz / Skol Vreizh e Montroulez : skol.vreizh@wanadoo.fr
    Tél. : 02 98 62 17 20

  • Jean-René Le Quéau

    La ville de Morlaix abrite depuis plus de 25 ans un des plus actifs éditeurs de Bretagne. En effet, les Éditions Skol Vreizh ou l\\\'École bretonne publient chaque année une quinzaine de titres : livres, revues, disques, et cassettes.

    En savoir plus