Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam a ragaoz Gouel Erwan
Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam e Saïgon – Ho Chi Minh City – he deus aozet ur roll degouezhioù a-zoare, leun a zanvez breizhek. D'an 22vet a viz Mae eus kreisteiz betek hanternoz evit Gouel broadel Breizh, Gouel Erwan / Saint Yves.
Le Fol Jacques pour Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam le 12/04/10 12:37

.

Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam e Saïgon – Ho Chi Minh City – he deus aozet ur roll degouezhioù a-zoare, leun a zanvez breizhek. D'an 22vet a viz Mae eus kreisteiz betek hanternoz, evit Gouel broadel Breizh Gouel Erwan / Saint Yves. Sell ouzh skritell e PDF 1.


12 eur. Digor ar standoù.
Er Park Bin Quoi. Mont e-barzh digoust.


14 eur. Kenstrivadeg C'Hoarioù Keltiek : Trofe “Paysan Breton”
Sach ar gordenn, Sach bazh yod, Strikañ ar chaoson, Sailh maez ar bouteg, Paledoù war blankenn, c'hoarioù evit ar re vihan dindan evezh tud vras. 


15 eur. Forom Embregerezhioù Breizh
Embregerezhioù breizhek e Vietnam a ginnig o obererezh hag o froduioù. Tañvadeg dousterioù boued Breizh a-hed an devezh.


16 eur. Displegadennoù (Sal Aerreizhet)
– Mikael Gwilhom : « Ar Fest noz, orin, istor » ;
– Brice Coutagne ha François-Xavier Landrin : « Saïgon eus 1780 betek 2009 » ;
– Xavier Vuillermet : « Xavier Grall, kazetenner ha skrivagner breizhek ».


17 e 30. Quizz diwar-benn ar Broioù Keltiek
Prizioù liesseurt.


18 e 30. Koan Bras : Pred boued hengounel Breizh
250.000 vnd evit un den (war-dro 10 euro). Died ouzhpenn. Ret eo mirout plasoù dre pellgomz pe email.


20 eur. Kensonadeg ha Fest noz
Sonerezh eus Breizh, Iwerzhon, Kembre, Alba gant ur strollad brudet eus Breizh : Bremañ, ha gant Lang Du – Tonioù Keltasiat – ha Gwilhom Tad ha mab kan ha diskan



Prezegenn ar C'Hadoriad :  

Bet eo bet meneget strivadenn Agence Bretagne Presse (ABP) e kerzh emvod poellgor aozañ d'an eil a viz Ebrel.

Lidadur Gouel Erwan e Saigon a vez ennañ n'eo ket nemet arvezioù o tenn ouzh ar fest, ar sonerezh, an armerzh, ar sport, ar boued, met ivez ar sevenadur, ar yezh, an touristerezh, an adunvaniezh. Setu perak e fell deomp displegañ ABP, evel ar medium breizhek dizalc'h a anavezomp mat. Prientet skritelloù ha traktoù hon eus e sell ar pal mañ. Sell ouzh PDF 2.

Divizet eo bet e vo roet skoazell arc'hant gant hor Gevredigezh Bretoned Bro Vietnam da ABP ma, evel ma spiomp, chom moneizoù ganeomp goude klozadur kontoù hor Gouel Erwan 2010.

Document PDF 17966_2.pdf Gouel Erwan / Saint Yves 2010 e Bro Vietnam. Roll abadenn an 22 a viz Mae.. Source : Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam
Document PDF 17966_3.pdf Skritellig bruderezh an Agence Bretagne Presse graet gant KBBV evit Saint Yves Gouel Erwan 2010 e Bro Vietnam.. Source : Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1026 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons