Kevre Breizh a souten an dolpadeg evit frankiz ar c’helaouiñ disadorn d'ar 25 a viz C'hwevrer e Karaez

Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhel sevenadurel Breizh, a zo a-unan gant ar c’hevredigezhioù kazetennerien a c’halv d’an dolpadeg a vo disadorn 25 a viz C’hwevrer da 11 eur 30 dirak skridaozerezh ar Poher e Karaez evit ar frankiz da gelaouiñ hag a-enep ar gwaskerezh ha gourdrouzioù grevus kaset d’ar gazetennerien a ren o micher diziouerus evit an demokratelezh.

Kevre Breizh a zegas e skoazell ivez d’an holl re a c’houzañv gourdrouzoù, hag en un doare ispisial d’an dilennidi, feal d’an hengounioù degemer e Breizh, a laka e plas oberoù da lojañ ha souten an dud en dañjer pe en diaesterioù hag a rank kuitaat o bro evit abegoù liesseurt.

Kevre Breizh

Coordination culturelle associative de Bretagne. Association coordinatrice de la manifestation Deomp de'i! en faveur des langues régionales qui aura lieu le 31 mars 2012 à Quimper. En savoir plus