Kevre Breizh a salud labour Alphonse Arzel evit ar Vro hag en un doare ispisial ar stourm kaset war-raok gantañ o nac’hañ asantiñ e vefe saotret hon aodoù hag o

Kevre Breizh a salud labour Alphonse Arzel evit ar Vro hag en un doare ispisial ar stourm kaset war-raok gantañ o nac'hañ asantiñ e vefe saotret hon aodoù hag o sevel prosez d'ar Standard Oil daoust da renerien ar Stad C'hall o dije karet mirout outañ.

Kevre Breizh a salud ivez an den dilennet e-barzh ar CELIB hag ar brezhoneger a-vihanig hep aon d'ober gant e yezh er vuhez publik koulz ha prevez, hag en deus roet e skoazell bepred evit ma vefe anavezet ar brezhoneg ha kaset war-raok war bep tachenn ha da gentañ er skolioù, pe gant Diwan pe gant ar skolioù publik ha prevez.

E youl divrall a rank bezañ ur skouer evidomp Bretoned pa rankomp bepred difenn hor gwirioù reizh ha diazez.

Tangi Louarn

Kevre Breizh a pour but le développement et la promotion de la culture bretonne, des langues spécifiques de Bretagne. Notre association rassemble les associations oeuvrant pour le développement de la langue et culture bretonnes, en favorisant leur coordination, en les soutenant et en apportant une aide à leurs actions, tout en permettant leur représentation collective auprès des institutions.