Gervel a ra Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, d’en em gavout dirak lez-varn engalv Roazhon e Parlamant Breizh d’al Lun 18 a viz Du adalek 8 eur 30, evit

Gervel a ra Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, d'en em gavout dirak lez-varn engalv Roazhon e Parlamant Breizh d'al Lun 18 a viz Du adalek 8 eur 30, evit harpañ Patrig Laurent, stourmer Ai'ta, barnet er galv kentañ da baeañ 7000 ¤ evit bezañ peget ur pegsun bennak “brezhoneg” war panojoù heñchañ unyezhek e bro Fouen.

Sevel a ra Kevre Breizh a-enep ar gwaskerezh war difennerien ar brezhoneg, yezh lakaet en arvar gant politikerezh ar Stad, hervez an UNESCO.

Oberoù keodedel Ai'ta a ziskouez digasted difoutre tud zo e karg ar strollegezhioù lec'hel na zalc'hont kont ebet eus o dleadoù da wareziñ ar brezhoneg hervez Kendivizadoù an UNESCO evit Saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvez, hag evit Gwarez ha kas war-raok al liesegezh sevenadurel, koulz hag hervez an engouestloù sinet gant ar Frañs hag anavezet gant Kuzul ar Vonreizh e Karta yezhoù rannvro ha minorezhel Kuzul Europa (mellad 10g peurgetket).

Hervez ar gwir etrevroadel ez eo an dud e karg a c'houlenn kastizoù ha digolloù a rankfe bezañ barnet.

KEVRE BREIZH

Tangi Louarn

Kevre Breizh a pour but le développement et la promotion de la culture bretonne, des langues spécifiques de Bretagne. Notre association rassemble les associations oeuvrant pour le développement de la langue et culture bretonnes, en favorisant leur coordination, en les soutenant et en apportant une aide à leurs actions, tout en permettant leur représentation collective auprès des institutions.