Anavezet eo ar skrivagner : troour, filmour, beg bras ... Met den ebet (pe dost) ne ouie e oa ur skrivagner, hag ur skrivagner mat. Dibabet en deus skrivañ

Anavezet eo ar skrivagner : troour, filmour, beg bras ... Met den ebet (pe dost) ne ouie e oa Kristian ar Bras ur skrivagner, hag ur skrivagner mat. Dibabet en deus skrivañ evit ar grennarded, ha koulskoude ret e vefe d'an holl lennerien lenn al levr-se. Evel Mich Beyer en e romant "An dervenn", heuliañ a ra al lenner istor ur c'hrennard, kollet un tamm e-barzh ar gevredigezh a-vremañ. Klas a ra piv eo, ha n'eus respont ebet gant ar re deuet.

Evit harroz Mich Beyer eo un anv a gas ar paotr yaouank 17 vloaz war hentoù Bro Euskadi, anv e dad. Evit harroz Kristian, eo lizhiri en alamaneg dizoloet e ti e vamm-gozh, ba Karaez a lak anezhañ da glask e istor. Amzer dremenet poanius ur vaouezh a zo bet touzet goude an eil brezelbed, gwallgaset, hag istor un tad anvet "mab Boched" gant ar vugale all er skol a vo desket gantañ. Ha dezhañ da vont betek Berlin, da gejañ gant ur voereb, c'hoar e dad-kozh.

Ur brav a levr, a-bouez evit kompren penaos e veve tost 30 000 den e Bro C'hall ganet goude ar brezel, gant un tad... alamant.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....