Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kest
Kest
- Annonce -
KEST, ar romant aodio kentañ e brezhoneg !
Ur romant a gont kest Erwan war-lerc'h istor e familh, eus Breizh da Verlin.
Kristian Braz Par Blaz produktion le 19/11/18 17:01
Kest Blaz Produktion
46239_2.jpg
photo2

Kest, ar romant aodio kentañ e brezhoneg !

Fin, din da c’houzout, ha pe na daoler ket kont eus an toulladig levrioù deuet maez gant ur CD d’o heul.

Rak amañ zo bet graet ar c’hontrol : war ar CD e vo kavet an istor kontet (2 eurvezh, 16 pennad), hag an destenn da heul war PDF evit ar re a blijo dezhe lenn anezhi.

Kest, petra eo ?

Ul levrig skrivet ganin evit Priz ar Yaouankiz 2010 (ha bet anezhañ !) eo, bet embannet neuze gant Keit Vimp Bev. Un doare « Bildungsroman » eo, da lâret eo un istor ma vo kavet e/he hent a-hed ar pajennoù gant un den yaouank.

Erwan a zo ur paotr 18 vloaz, dilaouen anezhañ, start e zarempred gant e dad hag gant ar merc’hed.

Pa gav e ti e vamm-gozh nevez marvet un deizlevr skrivet gant un ofiser alaman e 1944 hag ur pakad lizhiri kaset gant e eontr kozh eus Alamagn ar Reter kozh e vo cheñchet penn-da-benn ster e vuhez. Mont a raio betek Berlin da gavout roud eus e dad-kozh hag eus e eontr kozh, bev atav, deuet hennezh da vezañ kenlabourer ar STASI goude bezañ bet ouzh tu an Almanted e-pad ar brezel. Ouzhpenn-se e kavo Erwan ar garantez du-hont !

Un « audiobook », perak ?

N’eo ket kresket kalz a-hed ar bloavezhioù an niver a lennerien lennegezh vrezhonek, siwazh. Ha nebeut-tre 'vez kavet da glevet er radioioù. Anaout a ran koulskoude kalzig a dud a blijfe dezhe KLEVET lennegezh.

Berzh en doa graet al levrig Kest e bedig-bed an embann brezhonek, ha fromet e oa bet an dud gant an istor-se. Soñjet ‘m eus neuze ne vefe ket ur soñj fall kinnig anezhañ en e stumm komzet.

Kest : penaos ?

Enrollet eo bet ganin er studio Diatonic e Kleder, frammet ha chabistret ganin ha gant Aline Aubry, embannet nevez zo gant Al Liamm ha dasparzhet gant Kuzul ar Brezhoneg (voir le site) , 12 euro an tamm.

Ma plijo d’an dud, ha ma vo heuliet gant ur bern aodiolevrioù all en hor yezh !

Kristian (ar) Braz

(En nec'h, un tañva eus an istor : pennad 3)

Voir aussi :
Traducteur, écriveur, vidéeur, animateur radio et formateur en breton.
Voir tous les articles de Blaz produktion
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 4 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons