George Orwell (1903-1950) a zo da lakaat e-touesk gwellañ skrivagnerien an XXvet kantved. Livet eo bet kudennoù pennañ e amzer en e levrioù

George Orwell (1903-1950) a zo da lakaat e-touesk gwellañ skrivagnerien an XXvet kantved. Livet eo bet kudennoù pennañ e amzer en e levrioù : Down and out in Paris and London, (1933), Animal Farm (1945) ha 1984 (1948) e bennoberenn. Setu bremañ embannet dindan stumm ul levr troidigezh brezhonek Kêr al loened diwar ar saozneg gant Erwan Hupel. Ebat eo a zo e Kêr ar Maner : "Hiviziken n'eus ket a vistri ken, hiviziken n'eus ken 'met levenez, kement loen aze zo dieub ha lamm d'an dud fallakr..." Met chomet eo Tual an azen kozh da soroc'hal en tu all d'ar prad. N'aio ket da riboulat gant al loened all, ne raio ket friko, loen put mard eo ne gred ket e cheñcho tra ! Kêr ar Maner pe Kêr al Loened ! An holl loened a zo par emezo... met loened zo a zo paroc'h eget re all... Dispac'h 'mit-hu ?
12 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) 14,6 x 20,5 cm - 98 pajenn - Skigner: Skrid ISBN 978-2-9525135-6-2
Skrid 14 Louzaouenn-an-Hañv 22300 LANNUON 02 96 48 03 00