Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kenti-Kentañ : Galoupat e brezhoneg
Piv a soñjfe dehan, hiriv, e vije saveteet hor yezh hec'h-unan ? Piv, nemet ur gortozer, a soñjfe dehan e vije bet a-drugarez d'e genderv pe d'an amezeg bennak hepken
Yves Kernalegenn pour Kenti-Kentañ le 13/11/15 20:33

Piv a soñjfe dehan, hiriv, e vije saveteet hor yezh hec'h-unan ? Piv, nemet ur gortozer, a soñjfe dehan e vije bet a-drugarez d'e genderv pe d'an amezeg bennak hepken ? Pe, gwashoc'h, d'ur sevenadur all ? Arabat tortal, hon-unan-penn emaomp.

Muioc'h-mui a rederien zo bremañ hag e Breizh muioc'h c'hoazh eget e broioù all. Daoust m'ez eus ur bern redadegoù ne weler ha ne glever ket kalz a vrezhoneg.

An arc'hant zo o kreskiñ er sport-se kentoc'h. Gwellout a reer ar redadegoù brasañ bezañ privatizet, evit ampletiñ : amañ emañ an dalc'h bremañ.

Ober fae ouzh hor yezh, blein eus hor sevenadur, pa vez degemeret kantadoù pe viliadoù a c'halouperien zoken er vro ? Gant ar vezh ! Ur gartenn vat da c'hoari eo koulskoude, hep mar na marteze.

Evel m'e vefe hor yezh an draig dister, ober a reomp pri eus hor pinvidigezh. Den ne afe mont da zistrujañ nag ar chapelioù nag an izilioù abalamour m'ez eus nebeutoc'h a dud enno, neketa ?

Poent eo mont war-raok ! Se zo kaoz hon eus krouet ar gevredigezh Kenti-Kentañ (hervez al lezenn 1901). War hon teeshirtoù zo bet merket : « Kenti-Kentañ. Galoupat e brezhoneg ». Ne chom nemet lakaat an dosard ha bec'h de'i ! Redadegoù a bep seurt a welo hol livioù.

Penaos ez a ar gevredigezh en-dro ? N'eo ket luziet. Resevet e vo an teeshirt gant an ezel pa vo paeet e skodenn (20¤), ul lodenn a zeuio da Ziwan (5¤). Chom a ra an ezel digabrest en e gorn-bro, gallout a ra galoupat evel e fell dezhañ. Da lâret eo, framm ebet e gwirionez. Ret eo dezhañ doujañ a re all pa vez douget livioù ar gevredigezh gantañ, setu tout.

Digor eo Kenti-Kentañ d'an holl : brezhonegerien pe zeskarded, unyezher pe c'hallaouegerien pe me oar me. A-enep deus ar pezh e vez bevet ganeomp er vuhez foran eo merket er statudoù « ne vo ket disparti eneplezenn nag ivez disparti diwar-benn ar yezhoù etre an izili pe dud all. » Neb en deus divskouarn ra glevo… e brezhoneg, hag en ur c'haloupat, mar plij !

Muioc'h a ditouroù war www.kenti-kentan.bzh ha war Facebook ivez.

Voir aussi :
Kenti-Kentañ. Galoupat e brezhoneg ! Gevredigezh (hervez al lezenn 1901) evit galouperien.
Gwelout pennadoù all Kenti-Kentañ
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons