Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kentelioù brezhoneg e Roazhon ha tro war dro : poent eo lakaat e anv !
E Roazhon, Gwizien, Breal-Monforzh, Pazieg, Gwitreg, Dinan : bez e c'hellit pellgargañ adalek hiziv ar follenn ragenskrivañ
Olier Ar Mogn pour Pole Langue Bretonne Skol An Emsav le 2/09/08 7:22

E Roazhon, Gwizien, Breal-Monforzh, Pazieg, Gwitreg, Dinan : bez e c'hellit pellgargañ adalek hiziv ar follenn ragenskrivañ, da gas deomp en dro dre ar post :
Pol brezhoneg Skol An Emsav
25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon, pe mont e darempred ganeomp 02 99 38 75 83.

Ur gentel skouer a vo dalc'het da 7 e noz hag un emvod kelaouiñ hag enskrivañ da heul da 8 e 30 e savadurioù Pol brezhoneg Skol An Emsav e kreisteiz an ti-gar d'ar yaou 25 a viz Gwengolo.

Pemp live a vo kinniget ar bloaz mañ.

Ur staj adwelet evit al liveoù 1, 2 ha 3 a vo aozet d'ar sadorn 27 a viz Gwengolo adalek 9 e 30 betek 12 e 30 ha goude merenn deus 2 e betek 5e. Lakait hoc'h anv an abretañ ar gwellañ !

Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc'h diwar-benn an holl obererezhioù a ginnigomp : kentelioù noz, stajoù 35 e , stajoù hir war c'hwec'h miz (840 e adalek miz Genver 2009), ar strollad lenn, kentel live uhel…

Document PDF 11940_2.pdf Follenn ragenskrivañ.. Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons