Nevez Amzer, kevredigezh evit diorroadur ar sevenadur breizhek e kumun Ploufragan a grog en dro evel bep bloaz abaoe dek vloaz gant he c'hentelioù Brezhoneg.

Nevez Amzer, kevredigezh evit diorroadur ar sevenadur breizhek e kumun Ploufragan a grog en dro evel bep bloaz abaoe dek vloaz gant he c'hentelioù Brezhoneg.

Tri live 'vez kinniget : Deraouidi, Deskonidi, Kadarnidi.

Kentelioù div eurvezh d'ar sadorn beure adalek 9e30 betek 11e30 (18 kentel etre miz Gwengolo ha miz Mae...)

Enskrivadur : 90 € evit ar bloavezh.

Kentelioù dalc'het en « Ex Espace Rencontre » plasenn an Iroise e Ploufragan.

Enskrivadur er 02 96 71 13 07 pe e-pad ar gentel gentañ d'ar sadorn 17 a viz Gwengolo.


Evit ar gevredigezh, ar brezidant Christian Le Feuvre.