Kentelioù brezhoneg a zo bet kinniget gant Ai'ta Bro Roazhon Disul paseet, e Marc'had Nedeleg Roazhon. Oberennoù all vo da genderc'hel, taolit evez !

D'ar sul 17 a viz Kerzu zo bet aozet kentelioù brezhoneg e Marc'had Nedeleg Roazhon, war Plasenn Breujoù Breizh. Kinniget oant bet gant strollad Ai'ta ! Bro Roazhon, ganet e miz Gwengolo 2006 a-benn diorren ar yezh er vuhez foran.

Petra eo Ai'ta ! ?

Ur strollad tud yaouank o stourm evit ar brezhoneg eo Ai'ta! Krouet eo bet e 2005 e Bro Dreger da gomañs gant ur pemzek den bennak. Da c'houde eo skignet Ai'ta ! da vroioù all e Breizh, ha bremañ ni zo tro-dro da 80 den.

Petra eo pennreolennoù Ai'ta ! ?

Difeuls eo ar strollad, ha n'eo ket stag ouzh strollad politikel ebet. Komz diwar-benn ar brezhoneg eo hor pal pennañ, ha pouezañ war ar reoù emañ ar galloud gante evit lakaat ar brezhoneg ofisiel, evit kas war-raok an divyezhegezh er gevredigezh. A-bouez e vez deomp stourm en un doare dic'hortoz ha fentus.

Petra eo spered Ai'ta ! neuze ? Yaouank, plijus, digor, mennet, leun a startijenn, festus.

Perak kinnig an oberenn-mañ e Marc'had Nedeleg ?

Ar pal a zo lakaat ar brezhoneg da vezañ gwelet : ur bern tud a teu d'ar marc'had, un doare mat eo neuze da vezañ anavezet. Pouezus eo evidomp diskouez e c'hell ar yezh klotaat gant an aktu.

Ha penaos eo bet degemeret ar c'hentelioù gant an dud ?

Dedennet int bet, chomet int kalzig war diri ar Parlamant daoust d'an amzer yen. Plijet eo bet ar skolidi hag ar gelenerien. Bez oa bugale, oadourien : tud o tont deus pep lec'h, deus Galiza zoken !

Petra vo graet gant Ai'ta ! Bro Roazhon ar bloaz o tont ?

Er memes giz eo bet graet gant Ai'ta ! Bro Dreger e vo lañset ganeomp taolioù arvest : kentelioù brezhoneg war ar plasennoù, festoù deiz dic'hortozet, emgavioù treuzwisket hag all. Met amañ, moaien zo ober traoù brasoc'h c'hoazh. O soñjal emaomp en un oberenn diouzh ment Roazhon, gant sikour kevrennoù all Ai'ta ! ha michañs gant kevredigezhioù all a labour war tachenn yezh ar vro. Ret eo labourat asambles. Neuze taolit evez, traoù vo da genderc'hel !

Un dra da ouzhpennañ ? Nedeleg laouen ha brezhoneg leun ho penn !!

Deuit ganeomp ma'z oc'h dedennet gant dazont ar brezhoneg !

http://ai-ta-bro-roazhon.blogspot.com/ ai.ta.bro.roazhon@gmail.com

Ai'ta ! Bro Roazhon

Ai'ta ! Bro Roazhon est un collectif dont l'objectif est de promouvoir la langue bretonne et le bilinguisme dans les lieux publics du pays de Rennes. Nous sommes non violents et n'avons de liens avec aucun parti politique. En savoir plus