Kinniget e vo gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur staj d'ar sadorn 22 a viz Du : un devezh evit dizoloiñ ar brezhoneg pe mont donoc'h en hoc'h anaoudegezh

Kinniget e vo gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur staj d'ar sadorn 22 a viz Du : un devezh evit dizoloiñ ar brezhoneg pe mont donoc'h en hoc'h anaoudegezh ar yezh, kejañ eusgant skolidi all ha kaout plijadur !

Ar staj-mañ, 5 eurvezh anezhañ, zo mat-kenañ evit an deraouidi pe an dud o deus tapet ul live uheloc'h. Da 9e30 e krogo ar staj er kreizenn Yezhoù-ha-Sevenadur, 13 straed ar Remouleur e Sant-Ervlan.

Diwar doareoù kelenn efedus ha dudius eo savet stajoù Kentelioù an Noz evit gwellaat an traoù bet desket er c'hentelioù. Priz : 16 euro (8 euro evit ur penndevezh, mintinvezh pe endervezh).

Pellgargit ar follenn enskrivañ evit lenn programm klok ar staj.

Documents liés

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique. En savoir plus