Er zoo e oamp d'ar 14 a viz Mae e Beuzid an doured, war marzoù Breizh. 25 den, o tont eus Lavreer-Botorel hag eus pelloc'h c'hoazh…laouen da welet loened a

Er zoo e oamp d'ar 14 a viz Mae e Beuzid an doured, war marzoù Breizh. 25 den, o tont eus Lavreer-Botorel hag eus pelloc'h c'hoazh…laouen da welet loened a bep seurt, kig debrerien ha geot debrerien, bronneged doñv ha gouez, laboused. Digor e oa ar zoo-mañ e 1984, gant 60 loen o vevañ war 3 hektar hepken. Met hiziv ez eus muioc'h 600 loen war un dachenn 19 hektar. Unan eus palioù ar zoo eo oc'h ober war-dro al loened en dañjer e-barzh o broioù orin. Setu perak e labour ar zoo gant gevredigezhioù a zifenn al loened. E 2010 e oa graet se gant CWAF ha SOCP da skouer, evit bevliesseurted spesadoù evel gorilhed Kameroun, pe orangoutaned inizi Sumatra ha Bornéo. E-pad ar bourmenadenn hor boa tro da welet jirafenned, pelikaned, leoned, roudenneged, arzhed,… ur frikorneg gwen, nevezenti ar bloaz-mañ. Ur bern marmouzien a vez kavet er zoo ivez evel-just, evel Major, marmouz koshañ ar zoo, 49 bloaz eo ar paotr. Arabat eo bouetañ loened ar zoo evel-just met profet e oa bet madigoù d'o mignoned (da lavaret eo d'ar vrezhonegerien o doa leuniet mat ar follenn gerioù-kroaz) memestra.

Yann-Lukaz Badeaud

Kentelioù an Noz Gwinieg dispense des cours de breton sur la commune du Loroux Bottereau depuis 2008, elle organise également des ateliers de conversation et des randonnées intégralement en langue bretonne dans différentes communes du Sud Loire tous les deux mois.