Kenaozet gant ar gevredigezh C'hoariva a vod un ugent bennak a strolladoù c'hoariva ha GBB (Gouel Broadel ar Brezhoneg), setu un doare dic'hortoz da lakaat an dud da iijin war ar prim e brezhoneg !

Kentañ Kampionad ar bed c'hoariva war ar prim e brezhoneg !

Pegoulz ? D'an 11 a viz Even 2011.
Pelec'h ? E Kawan, e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg.
Gant piv ? C'hwi m'ho peus c'hoant !

Emañ C'hoariva oc'h aozañ ar c'hentañ kampionad C'hoariva war ar prim (théâtre d'improvisation e galleg).
Lañsañ a reomp ur galv a-benn sevel skipalhoù.
M'oc'h dedennet evit kemer perzh, evit skrivañ ur bajenn deus istor ar brezhoneg (waou !), deuit e darempred ganeomp.
Arabat kaout aon : evit ar blijadur nemet ken an hini eo.

Un devezh staj a vo aozet a-raok (e miz Ebrel moarvat met da resisaat) evit displegañ d'ar berzhidi ar reolennoù hag evit pleustriñ un tamm a-raok al lamm bras.

Kasit deomp ur mail hep dale pe bellgomzit deomp :
02 29 62 56 99
06 38 78 35 15eic