© Domaine public

Kentañ emvod Ai'ta ! a vo dalc'het digwener, 15 a viz C'hwevrer, e Logivi-Plougraz (etre Gwengamp ha Montroulez), er gêriadenn Sant Hinger, adalek 7 eur noz. War ar stern : - brezhoneg

Kentañ emvod Ai'ta ! a vo dalc'het digwener, 15 a viz C'hwevrer, e Logivi-Plougraz (etre Gwengamp ha Montroulez), er gêriadenn Sant Hinger, adalek 7 eur noz.

War ar stern :

  • brezhoneg er skinwel : petra ober goude manif disadorn ? penaos kreñvaat ar stourm ?
  • prientiñ breujoù Ai'ta ! 2013
  • poentoù all

Evel boaz eo digor emvodoù (koulz hag oberennoù) Ai'ta ! d'an holl dud a fell dezhe kemer perzh el luskad... pa vefent kozh pe yaouank, brezhonegerien pe pas.

D'ar re vefe kontant bezañ ganimp digwener, trugarez da gas ur postel da : ai.ta.treger@gmail.com

Ai'ta ! Kreiz Breizh

Ai'ta ! est un collectif de défense et de promotion de la langue bretonne dans la vie publique. Le collectif mène des actions non-violentes et est indépendant de tout parti politique. En savoir plus