Dalc'het e vo emvod kentañ Ai'ta ! Treger, digwener, da 7 eur 30 noz, e Ti ar Vro en Kawan.

Dalc'het e vo kentañ emvod Ai'ta ! Treger digwener, da 7 eur 30 noz, e Ti ar Vro en Kawan.

War ar stern :

  • bilañs buan ha buan deus troiad Nedeleg ;
  • prientiñ an oberenn da zont en Treger ;
  • an oberennoù da zont e lec'h all e Breizh ;
  • adaozañ ar strollad ha goulennoù all.

Evel kustum eo digor emvodoù Ai'ta ! (evel an oberennoù) da gement hini a fell dezhañ kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. Arabat bezañ spontet eta !