Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kentañ deizioù hañv etrebroadel aozet gant ar Vretoned Yaouank
Aozet eo bet gant Ar Vretoned Yaouank o kentañ darvoud etrebroadel e-kerzh Emvod ar Gelted an Oriant. Pal an deizioù-se a oa krouiñ liammoù gant strolladoù awenet gant ar memes mennozhioù ha gervel an holl dud diwar-benn hor stad politikel, ekonomikel ha sevenadurel
Kevin Jezequel pour AVY/LJB le 16/08/08 10:08

Aozet eo bet gant Ar Vretoned Yaouank o c'hentañ darvoud etrebroadel e-kerzh Emvod ar Gelted an Oriant. Pal an deizioù-se a oa krouiñ liammoù gant strolladoù awenet gant ar memes mennozhioù ha gervel an holl dud diwar-benn hor stad politikel, ekonomikel ha sevenadurel e Breizh ha ledanoc'h er broadoù hep stad en Europa. Pedet zo bet ganeomp e-pad an dibenn-sizhun-mañ stourmerien euskarad eus an Euzko Gaztedi ha flandrezad eus ar Jong N-VA*.

Graet eo bet dielfennadur stad politikel pep broad. Ma vez kavet enkadennoù en holl Stadoù Europa, kalz a zale e pep-keñver a vez kavet en Hexagon. Eskemmoù zo bet savet e-kerzh an emvod-se war danvezioù liesseurt evel gwarez an endro pe mererezh an deskadurezh. Diwar-benn-se, gouarnamantoù Euskadi ha Flandrez, kontrol da kuzul rannvroel Breizh, o deus ar barregezhioù da lakaat e pleustr ar politikerezh efedusañ d'al live lec'hel. Un emvod zo bet aozet ivez gant pennoù Strollad Breizh.

E kerzh an dibenn-sizhun eo bet dizoloet gant hor c'houvidi, dre ar Gouel Etrekeltiek peurgetket, hor pinvidigezhioù sevenadurel ha plijadurioù ar gouel e Breizh!

Skignet dre ur brezegenn d'ar mediaoù ez eus bet kinniget gant kannaded an tri strollad un diskleriadur kumun o tisplegañ hor c'hoant da sevel un Europa kevreadel, dre mennozhioù an demokratelezh lec'hel hag ar gousezadelezh. N'eus forzh penaos, e tle keodedourien ar vro nemeto gellet divizhout dre peseurt stumm politikel e fell dezho bevañ.

An diskleriadenn-mañ bet savet en Oriant - sellout izeloc'h - a servijo deomp evel diazez d'hor labour kumun, gant ar soñj kenderc'hel gantañ en dazont.

A drugarez d'an deizioù-se eo deuet splann war-wel d'ar Vretoned Yaouank ez eo skignet frank ha brudet mat hor menozioù en Europa en he fezh, hag e darn vrasañ eus ar broadoù hep stad dezhe dreist ar re all. Sederaus ha entanus eo ar pellwelad-mañ evit dazont hor strollad yaouank. Hetiñ a reer d'hor mignoned a vro Euskadi ha Flandrez tizhout o fal emrenerezh, ha spi hon eus kas ar memes lusk war-raok e Breizh, evit ma c'hellfe hor bro bevañ un hevelep diorroadur e kreizh un Europa unvanet.

Bevet Breizh dieub ! Gora Euskadi askatuta ! Leve vrij Vlaanderen !

Evit Ar Vretoned Yaouank
Kilian Gastinger

*Kevrenn yaouank Strollad Broadel Euskadi ha Nieuw-Vlaams Alliantie, pep hini d'ar galloud en o vro.

Document PDF 11794_2.pdf . Source : AVY-LJB
"Ar Vretoned Yaouank" zo skourr yaouank Strollad Breizh. Krouet e miz Meurzh 2007. Hor palioù zo sevel oberennoù ha kinnigoù evit ar yaouankizoù e Breizh, evit un dazont breizhat hag european, evit ur vro dishual, digor war ar bed, gouest da zivizout e dazont e-unan. (voir le site) Gweladenniñ hor lec'hienn.
Gwelout pennadoù all AVY/LJB
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons