MERVENT zo ur gevredigezh krouet e 1994 a zo he fal diorren ha micherelaat ar c'helenn brezhoneg. Hec'h oberiantizoù pennañ eo ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud deuet (evit o

MERVENT zo ur gevredigezh krouet e 1994 a zo he fal diorren ha micherelaat ar c'helenn brezhoneg. Hec'h oberiantizoù pennañ eo ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud deuet (evit o flijadur pe ar stummadur dibaouez war al lec'h labour), ar stajoù pe oberiantizoù e brezhoneg evit an dud deuet hag ar c'hizidikaat ouzh ar brezhoneg e skolioù publik kentañ derez Penn Ar Bed.

MERVENT a ro lañs, evit he fempzekvet deiz ha bloaz, d'ur genstrivadeg evit krouiñ ul logo nevez. Ar gevredigezh a fell dezhi kaout ul logo e liv, a-vremañ ha startijenn gantañ. An teuliadoù d'en em skrivañ hag ar c'haier kargoù zo da gaout gant MERVENT adalek al lun 25 a viz Mae 2009. Ar genstrivadeg zo digor d'an holl, tud a-vicher pe get. Bugale ar skolioù a c'hell kemer perzh ivez, pe en ur mod hiniennel pe a-stroll. Ar c'hinnigoù zo da vezañ kaset da sez MERVENT araok an 31 a viz Eost 2009 d'an diwezhatañ da :

MERVENT

BP 29

29720 PLONEOUR-LANWERN

Pgz : 02 98 87 72 41

Yannig Menguy

Mervent est une association créée en 1994 qui a pour but de contribuer au développement et à la professionnalisation de l’enseignement du breton en Cornouaille.
Ses principales activités sont les cours de breton pour adultes (dans le cadre des loisirs ou de la formation continue sur le lieu de travail), l’organisation de stages ou d’activités en breton pour les adultes et l’initiation au breton dans les écoles publiques primaires du Finistère.