D'ar Meurzh 17 a-viz Gouere 2007, e-pad Gouelioù Meur Kerne e Kemper :
Dastum Bro Gerne a aoz ur genstrivadeg kan e-pad Gouelioù Meur Kerne, pal ar c'honkour-se zo lakaat war wel ha brudañ an doareoù hengounel da ganañ e Breizh. Digor eo d'an holl dud laouen da ganañ kanaouennoù deus Breizh-Izel pe deus Breizh-Uhel, kenkoulz e brezhoneg, gallaoueg pe galleg. Daou rummad zo bet savet unan evit ar re a ganfe hepken kanaouenoù da selaou hag unan all evit ar re gouest da ganañ tonioù da zañsal. Evel just moien zo kemer perzh en daou ! Ar reolennoù zo er PDF.
Enskrivadennoù/Inscriptions :
Gouelioù Meur Kerne/Festival de Cornouaille
5bis R. Kerfeunteun-29000 Kemper
Pgz/Tél : 02.98.55.53.53
Postel/Mail : concours [at] festival-cornouaille.com
Lec'hienn/Site : www.festival-cornouaille.com/programme/rubrique/concours/
Ur fest-noz "Label Dastum Bro Gerne" adalek 10e noz war plasenn Laenneg (dirak an Ti Kêr) gant : Hervé Irvoas fils/Cédric Moign, Ivonig Le Mestre/Rémi Kergosien, Laurent Lalineg/Gaël Morin, Nicole Pochic, Louise Ebrel/Aurélie Hily