Evel bep bloaz e-pad Gouelioù Meur Kerne a vo aozet meur a c'hentsrivadegoù (konkourioù ma kares). D'ar Meurzh 22 a viz Gouere a vo deus ar Priz Dastum Bro Gerne

Evel bep bloaz e-pad Gouelioù Meur Kerne a vo aozet meur a c'hentsrivadegoù (konkourioù ma kares). D'ar Meurzh 22 a viz Gouere a vo deus ar Priz Dastum Bro Gerne evit ar c'han hengounel (evit tañsal, gwerz, pe chañsonioù all...) e brezhoneg, gallaoueg pe galleg. Digor eo c'hoazh an eñskrivadurioù (grit buhañ !), war lec'hienn ar gouel (http://www.festival-cornouaille.com) rubrik kenstrivadegoù. Atav d'ar Meurzh, adalek 9e Noz war Plasenn Laenneg a vo deus ar Fest-Noz "Label Dastum gant : A Bouez Penn (kan Bro Gwened), Gorce/Bévillon (sonerien an Aven), Tallec/Stervinou (kan ha diskan)et Gestin/Cariou(sonerien an Aven).

Documents liés
  • PDF 11521_2 Gouelioù Meur Kerne
    Reolennoù ar c'honkour