Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
KENDIVIZ TERMBRET
Ur c’hendiviz gouestlet d’an teknologiezhioù nevez ha d’ar brezhoneg a vo aozet gant TermBret, kreizenn dermenadurezh Ofis ar brezhoneg, d’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2006 e Gwened. Muioc’h-mui a vrezhoneg a gaver war ar gwiad, muioc’h-mui a veziantoù brezhonek a c’haller ober ganto. Niverus ha lies eo ar raktresoù brezhonek a zo war ar stern war dachenn an teknologiezhioù nevez.
Par pour Office de la Langue Bretonne le 30/01/06 9:58

KENDIVIZ E BREZHONEG

Teknologiezhioù nevez et brezhoneg aozet gant TermBret, Ofis ar Brezhoneg D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2006 Skolaj Diwan ar Mor-Bihan 2 straed Jean-Marie Alanig 56000 Gwened

Ur c’hendiviz gouestlet d’an teknologiezhioù nevez ha d’ar brezhoneg a vo aozet gant TermBret, kreizenn dermenadurezh Ofis ar brezhoneg, d’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2006 e Gwened. Muioc’h-mui a vrezhoneg a gaver war ar gwiad, muioc’h-mui a veziantoù brezhonek a c’haller ober ganto. Niverus ha lies eo ar raktresoù brezhonek a zo war ar stern war dachenn an teknologiezhioù nevez. Soñjal a rae da Ofis ar Brezhoneg e oa poent aozañ un darvoud a rofe an tu da eskemm, evit gwelet e pelec’h emaomp ganti, gouzout piv a labour war an dachenn-se, anavezout ar binvioù a zo e brezhoneg, an ezhommoù a zo… Un digarez e vo an devezh-se evit lakaat ar gaoz war termenadurezh an teknologiezhioù nevez ivez. Penaos kaout ur yezh a vefe resis ha war un dro aes da gompren evit Yann vrezhoneger ? Penaos ober evit ma vefe perc’hennet ar yezh hag ar binvioù a reer ganto ? Pedet ez eus bet tud o deus kaset raktresoù da benn pe tud ganto raktresoù war ar stern da brezegenniñ evit o c’hinnig. Evit gouzout hiroc’h pe lakaat e anv evit kemer perzh er c’hendiviz e c’heller pellgomz pe skrivañ deomp : TermBret - Ofis ar Brezhoneg 10 straed Naonediz 35000 ROAZHON, Pellgomz : 02 23 44 04 37 - chomlec’h postel : termbret.ofisr.bzh [at] wanadoo.fr

Voir aussi sur le même sujet :