D'al Lun 25 ha d'ar Meurzh 26 a viz Here 2010 vo aozet gant Studi ha Dudi evit krouiñ un eil kendiviz war an divyezhegezh evit ma vefe un darvoud

D\'al Lun 25 ha d\'ar Meurzh 26 a viz Here 2010 vo aozet gant Studi ha Dudi evit krouiñ un eil kendiviz war an divyezhegezh evit ma vefe un darvoud e Breizh gouestlet d\'an doareoù kelenn evit ar brezhoneg. 150 kelenner bennak a oa en em gavet e 2005 evit eskemm war danvez o vicher, war o doareoù kelenn...

Kaset e vo an aozañ gant Studi ha Dudi ha kenaozet ar c\'hendiviz-se gant ur skipailh sturiañ :

Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (U.G.B.) a stroll ar gelennerien a labour gant ar brezhoneg (pe a gelenn brezhoneg) e kement skol zo (Skolioù Diwan, klasoù divyezhek an Deskadurezh Stad, klasoù divyezhek an Deskadurezh Katolik)
D.A.O. (Deskiñ d\'an Oadourien) a vod an aozadurioù kelenn evit an oadourien

Pemp prezegenn gant klaskourien ha kelennerien Skolioù Meur barrek war an doareoù kelenn evit an eil yezhoù :

Lukian KERGOAT (Skol Veur Breizh Uhel Roazhon II)
Josep Maria ARTIGAL (Barcelona - Bro Gatalunia)
Itziar ELORZA (San Sebastian – Bro Euskadi)
Jacques MONTREDON (Skol Veur Besançon)
André CLEMENT (IUFM Mende – Lozère)

3 stal-labour

Stal-labour « Kentañ Derez »
Stal-labour « Eil Derez »
Stal-labour « Kelenn d\'an Oadourien »

Un daol-grenn gant dilennidi eus ar vro, eus an Departamant hag ar Rannvro, gant tud e-karg eus ar c\'helenn evit ar brezhoneg hag ar sevenadur e-barzh an Deskadurezh Stad.

Evit gouzout hiroc'h : http://studi-ha-dudi.pagesperso-orange.fr/autresprojetsbzh.htm

Documents liés