Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kendiviz DAO : kelenn brezhoneg d'an dud deuet hiziv.... ha warc'hoazh
Perak ur c'hendiviz ? E 2001 e oa bet krouet DAO diwar intrudu Ofis ar Brezhoneg. Hiziv an deiz ez eo tost 50 framm a ya d'ober ar gengevredigezh. Ar frammoù-mañ
Fulup Kere Par Dao : deskiñ d'An Oadourien le 3/10/13 12:25

Perak ur c'hendiviz ?

E 2001 e oa bet krouet DAO diwar intrudu Ofis ar Brezhoneg. Hiziv an deiz ez eo tost 50 framm a ya d'ober ar gengevredigezh. Ar frammoù-mañ a labour holl da gelenn brezhoneg pe da vrudañ ar c'helenn. Abaoe krouidigezh DAO, 12 vloaz 'zo n'eo ket bet bodet an holl izili, setu perak hon eus c'hoant ober ur poent war stad an traoù hiziv an deiz ha tresañ asambles raktresoù evit dazont ar c'helenn d'an dud deuet, elfenn a-bouez evit saveteiñ ar brezhoneg.

Prezegennoù

Goulennet hon eus gant 2 aozadur diheñvel displegañ deomp ho skiant-prenet hag o sel war ar c'helenn d'an oadourien.

AEK : Ur gevredigezh a labour evit adperc'hennañ an euskareg en Euskal Herria (Bro Euskal) a-bezh eo AEK (Alfabetatze Euskalduntze Koordinakundea- kengevredigezh lennekaat hag euskarekaat an oadourien ). Labourat a ra dreist-holl da gelenn euskareg d'an oadourien, da brederiañ war ar bedagogiezh, da grouiñ ha da sevel dafar pedagogel, da stummañ ar gelennerien. Aozañ a ra ivez oberiantizoù sevenadurel ha koulzadoù brudañ evit lakaat ar boblañs da emskiantekañ war zu an euskareg.

Ur 100 greizenn bennak a zo er vro a-bezh ha war dro 800 den o kelenn ar yezh. Deuet eo a-benn AEK da lakaat an niver a zeskidi da greskiñ tamm ha tamm e-kerzh ar bloavezhioù 90, betek degouezhout da 15 000 deskad hiziv an deiz.

Ar CIREFE : Degemeret e vez war dro 2000 studier bep bloaz gant ar CIREFE (Centre International Rennais d'Études du Français pour Étrangers). Dont a ra ar re-mañ deus 60 vro disheñvel, ha gant kantabegoù ken disheñvel all da zeskiñ galleg.

3 doare zeskiñ a vez kinniget gant ar CIREFE : Stummadurioù 6 miz , skoazell yezh ha Kentelioù-hañv

Amandine Chevalier zo kelennerez galleg yezh estren e Skol-Veur Roazhon II, er CIREFE hag e Master I ha II yezhoniezh ha kelennouriezh ar yezhoù.

E Skol Diwan Bro Roazhon emañ he vugale. Kroget en deus hi ivez da zeskiñ ar yezh dre kentelioù Skol An Emsav.

Atalieroù

Labouret e vo dre atalieroù goude-merenn. Pal an atalieroù-mañ a vo da gentañ penn kaout un eskemm mennozhioù war an temoù kinniget. Pep atalier a glasko sevel kinnigoù, pe unan da vihanañ, evit mont war raok.

Programm

9e30 : Degemer

10e00 : Digoradur gant Daniel Le Bretton, Prezidant DAO ha Lena Louarn Bez-Prezidantez ar Rannvro e karg deus yezhoù Breizh

10e15 : Stad an traoù hag emdroadur ar c'helenn d'an dud deuet gant OPAB

10e45 : Skiant prenet AEK e Bro Euskadi

11e45 : Kinnig Skol An Emsav : ur gelaouenn bedagogel nevez evit an deskidi.

12e00 : Banne a enor

12e30 : Pred

14e00 : Skiant prenet ar CIREFE (Centre international Rennain d'Enseignement du Français aux Etrangers) o kelenn galleg evel yezh estren.

14e45 : Atalieroù

Pal hag efedusted ar c'hentelioù-noz hiziv-an-deiz

Pal hag efedusted ar stajoù

An teknologiezhoù a-vremañ evit kelenn

Dafar pedagogel : peseurt ezhommoù (hentennoù nevez...)

Statud ar gelennerien

Kelenn da dud gant kudennoù deskiñ

16e30 : Rentañ-kont ar bodadoù ha sintezenn an devezh

17e00 : Klozadur

Banne klozañ

Voir aussi :
logo
Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO.
Gwelout pennadoù all Dao : deskiñ d'An Oadourien
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons