'Benn miz e vo izili Diwan e Landivizio evit Kendalc'h Diwan
\'Benn miz e vo izili Diwan e Landivizio evit Kendalc\'h Diwan : emvodoù a vez e pep bro ha deuet e oa tud burev Diwan Breizh el lise evit displegañ d\'ar re yaouank penaos kemer perzh er c\'hendalc\'h.
Seizh eur hanter noz : e sal Anjela Duval lise Diwan Karaez zo bodet daouzek lisead, dilennidi, tud mennet da lakaat ar brezhoneg da vont war-raok e-barzh hag e diavaez al lise, asambles gant Gilbert Cabon, eus burev Diwan Breizh ha prezidant Kelenn, ha Per Keribin, er burev ivez.
Ouzhpenn ar c\'hendalc\'h a zo bet meneget : plas ar brezhoneg er gevredigezh, penaos kavout an arc\'hant evit sikour ar skolioù nevez, plas ar sonerezh hag ar c\'hrouiñ evit dazont ar brezhoneg...
Gallout a ra ar re yaouank kemer perzh ha votiñ pa vezont 16 vloaz da nebeutañ. Gant ar spi e vint niverus e Kendalc\'h Diwan d\'an 20 ha d\'ar 21 a viz Ebrel e Landivizio. Dreist-holl abalamour d\'ar plas treutoc\'h-treutañ a vez graet d\'ar brezhoneg gant ar stad C\'hall.
Commentaires (2)