Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Plan.
Plan.
- Communiqué de presse -
Kendael e Sant-Ervlan gant Nidiad, ur gelaouenn lennegel o tinotiñ
Amkan skrivagnerion "Nidiad" zo lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ, hag e gas war-raok da sevel war un dro o yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi… Krouiñ a reont o flas en istor an embann e brezhoneg, hag e kement-se e savont d'o zro ar goulennoù stag ouzh istor ar brezhoneg abaoe kantvedoù. Dont a reont da ginnig an danvez a bleustront ha da eskemmañ gant oberourion all ar bed a-vremañ.
Hoel Mahe pour Nidiad le 6/06/10 18:37

Kendaeligoù an Naoned ha Nidiad zo laouen da ginnig deoc'h :

D'ar 1añ Genver 2010, eo deuet er-maez niverenn gentañ "Nidiad" ur gelaouenn lennegel, enni barzhonegoù, kevellennoù, pennadoù studi ha prederouriezh, savet gant ur strollad yaouank.

Amkan skrivagnerion "Nidiad" zo lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ, hag e gas war-raok  da sevel war un dro o yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi… 

Krouiñ a reont o flas en istor an embann e brezhoneg, hag e kement-se e savont d'o zro ar goulennoù stag ouzh istor ar brezhoneg  abaoe kantvedoù.

Dont a reont da ginnig an danvez a bleustront ha da eskemmañ gant oberourion all ar bed a-vremañ.

Ar gendaelig-se a c'hallo bezañ heuliet gant reoù all kinniget gant "Kendaeligoù an Naoned". Pal ar c'hendaeligoù-se a vo kemer perzh en eskemmoù a c'hoarvez e-ser ur preder kaset e brezhoneg.

Skipailh Nidiad

Kendael d'ar Sadorn 19 a viz Even 2010

Eus 10 e da 1 e

Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK)

Yezhoù ha Sevenadur

13 rue du Rémouleur

– Sant Ervlan

Digoust

KDSK a vo kavet dirak Atlantis. Sellit ouzh ar gartenn-mañ.

Titouroù : 06 08 05 11 10

ha yezhouhasevenadur [at] yahoo.fr

(voir le site) de KDSK

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1041 lectures.
logo
Nidiad : ur gazetenn lennegel ijinet ha krouet gant ur strollad yaouank hag a zo e brezhoneg penn da benn !
Gwelout pennadoù all Nidiad
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons