Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kenavo Ivan, demat Marie !
Goude bezañ bet rener ar skol e-pad pell, setu Ivan Kerever o kuitaat skol Diwan Kemperle evit mont da Vanaleg
Fanny Chauffin Par Festival Taol Kurun le 9/07/13 11:36
:
Réalisation :

Goude bezañ bet rener ar skol e-pad pell, setu Ivan Kerever o kuitaat skol Diwan Kemperle evit mont da Vanaleg

Skol Diwan Kemperle : un istor hir, gant pennadoù stourm evel hini bloavezhioù 1994/1995, pa oa 40 bugel evit un ti savet evit pemzeg ... ha pennadoù brav gant kerent ha mignoned oc'h aozañ asambles gouelioù, festival Taol Kurun, kentelioù noz.

Ur sportour eo rener ar skol, bet trec'h meur a wech e "Raid des Moulins" (VTT, redadeg, kaiak), aozet oa bet gantan meur a dra, abadennoù, sportoù (bageal a blij dezhan kalz). Ur rener plijus evit an holl, prest da sikour atav, hag a oa digwener o trugarekaat rener kentan ar skol, Herve ar Gall, desket gantan ar vicher skolaer ha rener.

A-benn miz Gwengolo e vo 20 bugel ouzhpenn er skol. Savet e vo gant an ti-kêr ur savadur fiñv buan evit lojan ur c'hlasad nevez. Peder skolaerez a vo gant pevar c'hlasad. Staliet mat eo skol Diwan Kemperle, gant kerent mennet, hag ur c'huzul skoazell, kentelioù noz, gouelioù an hañv ha gouelioù ar goañv, ha bugale plijet da vont d'ar skol e brezhoneg.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons