Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Frankie Gavin ha De Dannan
Frankie Gavin ha De Dannan
Une dame écossaise de par son père  bretonne de par sa mère  acadienne de coeur et bénévole au festival
Une dame écossaise de par son père bretonne de par sa mère acadienne de coeur et bénévole au festival
- Chronique -
Kenavo Akadia, Demat Asturias !
Echu ar FIL gant muioc'h eget 200 000 arvester deuet deus a dost ha deus a bell...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 13/08/12 12:28

Echu ar FIL gant muioc'h eget 200 000 arvester deuet deus a dost ha deus a bell...

Emvod ar Gelted, Gouelioù an Oriant, berzh o deus graet c'hoazh an aozerien gant ur festival etrevroadel, daoust ma oa bet rebechet dezho bezañ dibabet bro Akadia ha kalzig a draoù e galleg. E Skos nevez, da skouer, ez eus kalzig a sonerien hag a ganerien a gan e gwezelleg. Amañ avat oa bet degemeret gallegerien dreist-holl. En un tu all e oa dedennus-tre da welout penaos o deus tud Akadia adperc'hennet ar galleg pa ouzer e oa hanterkant vloaz 'zo kazi an holl o komz saozneg. Divyezhek int, ha war al leurenn e veze lavaret "Amis français, bnjour!", met a-dreñv, saozneg nemetken.

Pismigerien o deus merzhet ivez e oa ur gartenn bro Breizh gant pevar departamant e ti ar C'hembraiz, hag e oa RTL e penn ar jeu e lec'h France Inter. Pismigerien all a lar eo "foar an triskell" emvod ar Gelted...

Hag en tu all e vez gwelet ur bern tud, ur mor a dud e straedoù an Oriant, e-pad an abadennoù. Tud kozh ha tud yaouank, tud ar vro ha touristed, tud paour ha tud pinvidig, sonerien ar bed a-bezh, 60% eus an abadennoù a oa digoust. Evit an danserien eo 10 devezh dañs digoust "non stop" gant ar sonerien hag ar strolladoù gwellañ a zo e Breizh. Evit ar re a blij dezho al levrioù, Egor ar gomz gant tabutoù ha tud interessant-tre. Me lâr deoc'h, ne c'heller ket chom diseblant pa vezer en Oriant !!!

EGORENN AR GOMZ

Tabutoù dreist ha fentus. Alan Kervern, Nono, Michel Nicolas ... ganto eo bet diskouezet nerzh skrivagnerien, treserien ha kazetennerien Vreizh. Brav ar brezegenn diwar kevrinoù Breizh : piv oar eo 350 lec'h kevrinus e Breizh ? Penaos kompren gwelloc'h mojennoù'zo gant sikour lennadenn kontadennoù Skos hag Iwerzhon ? Barzhonegoù lennet da 15e oant ket aes da heuliañ. Ha kae al levrioù zo da wellaat : mat e vefe ober pontoù etre saloñs al levrioù Karaez hag an Oriant evit ma vefe bravoc'h ar pezh a vez diskouezhet, n'eus levr ebet e brezhoneg pe kazi. Ha levr ebet e saozneg, iwerzhoneg, yezh keltiek ebet ... Perak ket kinnig da Livre et Lecture en Bretagne ur c'henlabour gant skrivagnerien etrekeltiek ?

EGORENN AR MORLU

Dizingal an traoù, gant 4500 plas en o sav ha 2000 plas azezet, re vras pe re vihan e oa bet hervez an abadennoù. Siwazh evit tud Breizh, 300 den hepken evit Buffy sainte Marie, un Indianez dispar bet e Woodstock hag e penn ar stourm evit an Indianiz hag ar merc'hed. Leun chouk evit Buena vista social club ha tud leun a levenez, arvesterien o leñvañ, ma Doue, biskoazh kemend-all ! Pebezh from.

Ne oa ket heñvel gant Africa Celtic sound system : trouz, meskaj gant tud du o wiskañ ur c'hilt, hag ur paotr o c'hoari gant mekanikoù elektronek ... Ha dibaboù drol an aozer : perak lakaat asambles ar sonerezh-mañ gant strollad De Dannan ha Frankie Gavin ? Re zisheñvel, arabat mont re bell memestra ...

SAL CARNOT HAG EGORENN VREIZH

Brav an aergelc'h en daou lec'h, re yaouank ha strolladoù yaouank gant Thomas Moisson dindan an deltenn vras ha koubladoù daou ha daou ha danserien "hengouneloc'h" e sal ar sportoù. Met ne vern, alies e veze graet tro an daou lec'h. Digoust, leun a dud, netra da rebech, strolladoù nevez a vez dizoloet pep bloaz gant Thomas Moisson. Marteze un tammig muioc'h a dud o tont eus bro Dreger ha bro c'hallo a vefe mat da selaou ?

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
Dr Jean Louis LE MEE Le Lundi 13 août 2012 14:31
Plijus tre da lenn ar pennad-skrid se: da gentan abalamour da vezan skrevet en Brezhoneg flour ha saourus.
Da c'houde peogwir ur bern evezhiadennoù speredek a vez kavet e-barzh hep ober droug da den 'bet. Evit komz berr ha berr ar c'hentan-kont aze a zo "konstruktiv". Anat eo ne vank ket al labour evit gwellaat an traoù, met gant un tamm a goherans ha youl vat e vo tu da behini kaout plads evit lakaat e saout da beurin . Kemeromp 'met ur skouerenn: perag n'eus "pismiger" 'bet hag a zo aet da welout renerien ti ar C'hembraiz evit goulenn ganto (en un doare a feson met dalc'hus) adresissat o kartenn ?
Evit klozan , e c'heller lavarout: Gouel ar Gelted ? O.K. met "peut et doit mieux faire " e 2013. Dimp ni , emsaverien a pep seurt, da lakaat hon pouez ( evit pas lavarout hon krabanoù) war spered an darvoud meur-se.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons