Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kemerit perzh e Breujoù Ai'ta !
Mat ar jeu ganeoc'h ? Dalc'het e vo BREUJOU 2013 AI'TA ! e Montroulez, d'ar sadorn 20 ha d'ar sul 21 a viz Ebrel, ha pedet oc'h da gemer perzh !! Pelec'h
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 4/04/13 19:52

Mat ar jeu ganeoc'h ?

Dalc'het e vo BREUJOU 2013 AI'TA ! e Montroulez, d'ar sadorn 20 ha d'ar sul 21 a viz Ebrel, ha pedet oc'h da gemer perzh !!

Pelec'h ha pegoulz ?

E Montroulez. Degemer adalek 10 eur beure. Kregiñ a rimp da 11 eur plom. Da 10 eur e vo kroget d'ar sul (sañset e vo achu goude merenn).

Ar pal ?

Ober bilañs Ai'ta, gwellaat ar strollad, gwelet peseurt dazont reiñ d'hor stourm evit ar brezhoneg (e peseurt framm, war peseurt tachennoù...), ha riboulat asambles evel-just !

Piv 'hall kemer perzh ?

Tout an dud ! Stourmerien kozh ha yaouank, mignoned ar strollad, tud n'int ket bet gwelet morse : an holl a fell dezhe kas hor yezh war-raok kea ! Arabat kaout aon da bediñ mignoned deoc'h, ha pa ne ouifent ket brezhoneg c'hoazh... Treiñ an eskemmoù war ar prim omp boaz d'ober pa vez ezhomm !

Penaos ober ?

Kasit ur postel deomp evit lakaat hoc'h anv : ai.ta.treger [at] gmail.com

Pep hini a zegas un tamm boued da rannañ etre an holl, koulz ha boeson (ma fell dezhañ), ur vatarasenn hag ur sac'h kousket evit ar re a c'hall chom an daou zevezh.

Penaos e vo votet ?

Aes eo : un den paet e skodenn (15 euro evit al labourerien / 10 euro evit ar re all) gantañ = ur vouezh. Posubl eo d'ar re n'hallont ket kemer perzh votiñ dre brokurasion, met ne vo roet nemet ur brokurasion d'ar muiañ da bep ezel.

Setu, deuit niverus !

Skipailh Ai'ta !

Document PDF follenn_emezela_aita_2.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons