Kemennadenn Gouel Ai'ta! D'ar sadorn 14 a viz ebrel e oa bet dalc'het en Tonkedeg kentañ Gouel Ai'ta!. D'an holl bet eno eo bet un devezh hag un nozvezh kaer ha dedennus a-fet kejañ hag eskemm. Da gentañ e oa en em gavet diouzh beure izili eus an holl gevrennoù (Bro-Dreger,

Kemennadenn Gouel Ai\'ta!

D\'ar sadorn 14 a viz ebrel e oa bet dalc\'het en Tonkedeg kentañ Gouel Ai\'ta!. D\'an holl bet eno eo bet un devezh hag un nozvezh kaer ha dedennus a-fet kejañ hag eskemm.

Da gentañ e oa en em gavet diouzh beure izili eus an holl gevrennoù (Bro-Dreger, Kerne-Izel, Roazhon, Naoned) ha danvez kevrennoù (Bro-Gwened) a-benn soñjal en aozadur hag e dazont al luskad.

Goude kreistez e oa bet aozet ur gaozeadenn digor d\'an holl gant ar strolladoù estren pedet : Cymdeithas eus Cymru, Hartèra eus Occitania, Angelets de la Terra eus Catalunya. Dirak ouzhpenn 60 den e oa bet pep strollad oc\'h en em gontañ hag o tisplegañ stad ar yezh a vez difennet gantañ. Hag un diviz frouezhus da heul diwar-benn an doareoù da difenn hor yezhoù herie an deiz.

Da 6eur oa bet pedet ar gazetennerien d\'ur brezegenn-gelaouiñ a-benn diverrañ dezhe eskemmoù an endervezh ha lenn dezhe un \"disklêriadur a-gevret\" (amañ dindan) kensinet gant hor pevar strollad : Cymdeithas, Angelets de la Terra, Hartèra, Ai\'ta!.

Evit achuiñ Gouel Ai\'ta! e oa bet dalc\'het ar fest-noz vras gant 12 strollad pe koublad, eus Bro-Dreger dreist-holl met ivez eus kornioù all evel Eeun hag ar Groove Boys. Ha plijadur sof-kont e sal ar gouelioù en Tonkedeg betek fin an noz !

Disklêriadur a-gevret

\"Ni Kembreiz, Katalaniz, Okitaniz, Bretoned, zo bodet herie en Tonkedeg a-benn eskemm diwar-benn ar skiant prenet ganimp a-fet komzerien yezhoù bihan, met dreist-holl a-fet difennerien ar yezhoù-se. Daoust d\'an traoù bezañ liesseurt zo perzhioù boutin d\'hor yezhoù : minoraelet int, boutet er-maez ar vuhez foran ha dindan ar saozneg hag ar galleg ma \'h int. O implij sokial zo aet kement war-dreñv ken zo teir anezhe lakaet e-touez ar yezhoù en arvar gant an UNESCO abaoe 2002.

Dimp ha d\'an holl dud tomm o c\'halon ouzh al liested sevenadurel e ranker dizalbenn ouzh ar blanedenn-se. A-orin politikel eo minoraeladur hor yezhoù, hag o diskar da heul. Bro-Frañs, evel Bro-Saoz betek n\'eus ket pell \'zo, n\'eo ket bet kat ha n\'eo ket kat c\'hoazh d\'anavezout he liested. Krediñ ha fellout a ra dezhi bezañ unyezhek hag unsevenadurel. N\'hallo ket koulskoude chom e-pad pell c\'hoazh a-gostez d\'al lusk dre ar bed a-bezh evit muioc\'h a doujañs ouzh al liested yezhel ha sevenadurel. Ha kennebeut all ober fae ouzh testennoù hag erbedoù an ensavadurioù etrevroadel.

Deskiñ a raer kalzig diwar emdroadur ar sistem politikel e Breizh-Veur. An araokadennoù graet e Bro-Gembre abaoe bloavezhioù evit derc\'hel ar c\'hembraeg en e sav, evit pezh a sell an deskadurezh, ar mediaoù hag ar vuhez foran, a diskwel disoc\'hoù mat e statud dam-ofisiel hag efedusted galloud politikel Bro-Gembre. Se zo kaoz e soñj dimp n\'hallo ket yezhoù minoraelet Bro-Frañs sevel o chouk hep un ofisializadur. Gervel a reomp eta danvez prezidant Bro-Frañs da gadarnaat Karta Europa ar yezhoù bihan, ret evit derc\'hel bev hor yezhoù.\"

Cymdeithas yr Iaith (Cymru) Hartèra (Occitania) Angelets de la Terra (Catalunya) Ai\'ta! (Breizh)