Plijadur a oa bet e ti-gar Gwengamp disadorn tremenet pa oa en em gavet eno ur c'hant den bennaket evit ar c'hentañ "Fest-Deiz Zovach" aozet gant Ai 'ta !, strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg. E-pad div eurvezh e oa bet lakaet an dud da dañsal gant sonerien ha

Plijadur a oa bet e ti-gar Gwengamp disadorn tremenet pa oa en em gavet eno ur c'hant den bennaket evit ar c'hentañ "Fest-Deiz Zovach" aozet gant Ai 'ta !, strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg. E-pad div eurvezh e oa bet lakaet an dud da dañsal gant sonerien ha kanerien, dirak ar veajourien a dremene aze. Just a-raok ar fest-deiz e oa en em vodet tud ar strollad euskarat Demo dirak ti-gar Baiona. Setu eo krog ur stourm heñvel en Euskal Herria hag e Breizh ma vo roet ur plas d'hon yezhoù er vuhez foran, hag en tier-gar SNCF da gentañ-penn. D'an SNCF ha d'e bennoù bras e Breizh e lavaromp eta : keit ha ma nac'hfont kejañ ganimp ha ma harzhfont ar brezhoneg da gaout e blas en tier-gar e talc'hfomp gant hon stourm. Brezhoneg en SNCF !

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus