Kemennadenn eus perzh implijidi kent Ti ar C'hoadoù – Ti Natur ar Chapel-Nevez 9 implijad kaset kuit Start an traoù e Ti ar C'hoadoù abaoe ur bloaz bremañ, war dachenn an arc'hant,
Kemennadenn eus perzh implijidi kent Ti ar C'hoadoù – Ti Natur ar Chapel-Nevez
9 implijad kaset kuit
Start an traoù e Ti ar C'hoadoù abaoe ur bloaz bremañ, war dachenn an arc'hant, met ivez war dachenn e raktres kevredigezhel.6 buhezour natur hag un den e karg eus ar c'hehentiñ a yae d'ober skipailh pedagogel kent Ti ar C'hoadoù. 6 anezho a oa brezhonegerien. Korbellet int bet tout e-pad ar bloavezh 2014. 5 anezho a oa war abeg ekonomikel. N'eo ket bet miret an 2 bost-labour evit ober war-dro diavaez ar greizenn. Chom a ra ar renerez.
Diwar ar 7 den korbellet e oa 6 anezho gant ur gevrat didermen, 3 a oa aze dibaoe ouzhpenn 10 vloaz hag an holl o doa un diplom buheziñ pe kehentiñ : BEATEP, BPJEPS, BTS GPN, aotreegezh vicherel war ar c'hehentiñ, aotreegezh vrezhoneg, DABU, DARE.
Un den hepken en deus adkavet labour, gant ur gevrat termenet.
Kinniget e oa bet diskoulmoù all a bep seurt evit gellet derc'hel ar skipailh, met n'eus bet miret hini ebet.
Tro 50 vloaz a skiant-prenet war bed an deskadurezh d'an endro divyezhek a zo bet kollet e-giz-se. Ur c'holl ivez evit endro lec'hel ar Chapel-Nevez : ar c'hoadoù hag ar c'harzhaoueg. Fin ur c'helc'hiad hir eo evit ar gevredigezh.
O labourat war div dachenn a oa tomm d'hor c'halonoù e oamp :
- kas war-raok an deskadurezh hag ar c'hizidikaat d'an endro (koadoù ha garzhaoueg)
- kas war-raok talvoudekaat ar glad ha sevenadur Breizh
Dipitet bras omp bet gant an diouer a breder hag a aozadur gant ar C'huzul-Merañ hag an dilennidi p'o deus gwelet e oa fall stad an arc'hant er greizenn. Dipitet omp bet ivez gant an doare m'eo bet diskoulmet ar c'hudennoù : korbellet eo bet an dud hep o asant pe gant o asant, ar buanañ ar gwellañ. Stegn e oa ar jeu etre ar skipailh pedagogel kent hag ar c'huzul-merañ, a-du gant ar renerez.
200 den bennak a zo emezelet er gevredigezh. Nac'het eo bet an emvod-meur dreistordinal goulennet e miz Ebrel.
Koulskoude e vez degemeret implijidi nevez gant Ti ar C'hoadoù dibaoe an nevez-amzer, gant kevratoù berr, un devezh, ur sizhunvezh pe c'hoazh ur mizvezh. Implijet ez eus bet ur skipailh nevez en diskar-amzer-mañ gant kevratoù CAE, CUI pe CDD berr, unan anezho hepken brezhoneger. Disfiz hon eus e-keñver dazont ar greizenn hag e nerzh ar brezhoneg er gevredigezh-se.
C'hoant hon eus bet da skignañ hon skiant-prenet rak a bouez e kavomp e vefe breutadennoù don war bed ar c'hevredigezhioù hag an deskadurezh d'an endro ha plas an dud er raktresoù-se. Diaes-tre eo bet ar bloavezh-mañ evidomp.
Kenderc'hel a raimp da gas war-raok an deskadurezh d'an endro e brezhoneg o toujañ ouzh talvoudegezhioù tomm deomp : kempoellded, digorded-spered, labour a-stroll, doujañs ouzh hon fratikoù ha plijadur gant al labour graet mat.
Evit klozañ ha mont war-zu bedoù all hon doa c'hoant da drugarekaat a-greiz kalon an holl re o deus bet fiziañs ennomp a-hed hon hentad : ar vistri-skol hag ar gelennerien, an dud a zeue d'hon abadennoù-natur, kevelerien ar strollegezhioù, kevelerien rouedadoù an deskadurezh d'an endro, sevenadur Breizh hag ar brezhoneg, keneiled an tiez natur all hag evel-just ar vugale degemeret hag o familhoù. Trugarez d'an holl dud a vez ouzh hon sikour, eus an eil penn d'egile da Vreizh.
Skipailh kent Ti ar C'hoadoù
Commentaires (1)
Dalc'hit mat. Mat e vefe bet aozañ emvodoù brasoc'h pa oa bet reuz bras gant tud an ti-kêr. Marteze n'eo ket re ziwezhat evit dihuniñ tud an departamant ha tud ar vro. Re vresk eo kreizennoù Natur, gant an TAP, an diouer a arc'hant, ... Ret eo kavout un doare da aozañ ur stourm evit ma vefe bugale ar vro kad da c'houzout anv ar plant, al laboused, ha da zoujañ ouzh un natur ha zo ken gwallgaset e Breizh.