Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kembelioù nevez evit Rannvro Breizh
Gant ur c'hellidsteuñv a ur miliardig bennak a euroioù bep bloaz, n'he deus ket Rannvro Breizh muioc'h a bouez eget meurgêr Roazhon pe departamant al Liger-Atlantel. Bro-Skos, dezhi ur million a dud muioc'h eget Breizh, he deus da verañ ur c'hellidsteuñv a 40 miliard a euroioù. Hon engouestl a ya kalz en tu all da stern Rannvro Breizh evel m'emañ bremañ. N'eo ket hon engouestl unan evit Breizh gwan ha mac'hagnet,
Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne le 12/03/10 14:55

Gant ur c'hellidsteuñv a ur miliardig bennak a euroioù bep bloaz, n'he deus ket Rannvro Breizh muioc'h a bouez eget meurgêr Roazhon pe departamant al Liger-Atlantel. Bro-Skos, dezhi ur million a dud muioc'h eget Breizh, he deus da verañ ur c'hellidsteuñv a 40 miliard a euroioù. Hon engouestl a ya kalz en tu all da stern Rannvro Breizh evel m'emañ bremañ. N'eo ket hon engouestl unan evit Breizh gwan ha mac'hagnet, met evit Breizh pemp departamant, hag atebek war he dibaboù. Bodañ a raimp holl nerzhioù Breizh a-benn tapout kembelioù ouzhpenn, evel ma ro dimp an tu bonreizh Frans 2003.


Da lavarout eo, evit kregiñ ganti :

- kembeli war an Dour, an Endro hag ar Sevenadur ;

- kembeli war an Diorroerezh evit stummañ ar gelennerien ha merañ ar c'helenn divyezhek ;

- mererezh ar C'Hellidoù europat, evit al labour-douar hag ar mor ;

- mererezh ar C'Hretadur kleñved, evel en Elzas.


En em ouestlañ a reomp a-benn mestroniañ an dispignoù hag an telloù. Pep treuzkasadenn kembeli a ranko bezañ graet gant pennaenn an emrenerezh kemedel debarzhet gant ar Stad. En un eil lankad, e ranko Breizh tapout kembelioù all : an Diorroerezh, an Aferioù mor, al Labour-douar, ar Gremmoù.

Programm al listenn : (voir le site)

Blog al listenn : (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons