Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kellidenn, ar pep gwellañ eus alkooloù Breizh
KEMENNADENN D’AR GAZETENNERIEN Ar c’hevredad Kellidenn a gemmesk gwirionded ha dibarelezh ; kinnig a ra gwerzhañ deoc’h alkoolioù a zeu eus ar pevar c’horn a Vreizh Istorel (Rannvro Breizh & Liger-Atlantel), hag a vez fardet diwar chemed Breizhiz, dre ar post, war e lec'hienn Genrouedad (www.kellidenn.com) pe neuze degas anezho
Par Nicolas Maligorne pour Kellidenn le 20/02/07 15:05

KEMENNADENN D’AR GAZETENNERIEN

Ar c’hevredad Kellidenn a gemmesk gwirionded ha dibarelezh ; kinnig a ra gwerzhañ deoc’h alkoolioù a zeu eus ar pevar c’horn a Vreizh Istorel (Rannvro Breizh & Liger-Atlantel), hag a vez fardet diwar chemed Breizhiz, dre ar post, war e lec'hienn Genrouedad (www.kellidenn.com) pe neuze degas anezho du-se m’emaoc’h o chom tost da Gemper (en tu-mañ da 50 km). Ar produioù dastumet gant Kellidenn, zo strollet dre natur, dre dem, ha dre « vro » vreizhat zoken, ha nevezet e vezont ingal evit ma vefe gellet kinnig dalc’hmat un dibab ledan anezho. Ul lizher-kelaouiñ a vez kaset diwar c'houlenn, a-hend-all, evit ho lakaat da c’houzout pa vez kinniget oberiadennoù dibar pe produioù nevez.

Krouet e oa bet Kellidenn d’ar 1añ a viz Kerzu 2006 gant Nicolaz Maligorn, un ijinour breizhat kar-e-vro 30 vloaz . Hennezh, desket an urzhiataerezh gantañ e-unan, a oar meskañ gant ampartiz ar skiant-prenet tapet gantañ, ar pezh a oar diwar-benn ar gwin, ha kement tra a laka entan ennañ evit e vro. Er Vro-C’hlazik, en Erge-Vras, emañ o chom abaoe un nebeud bloavezhioù hag evel ma’z eus anezhañ ur paotr fri-furch a gav mat ar produioù a-zoare, eo deuet a-benn da ziskoachañ ar pep gwellañ eus alkoolioù Breizh. An holl broduioù-se, da brofañ da hemañ-henn pe d’an-unan, adalek an evajoù fardet e-giz gwechall, evel ar sistr hag ar chouchenn, betek an evajoù dibarañ, evel ar bier diwar laezh, ar chufere pe ar muskadig fardet diwar rezin dastumet diwezhat, en ur dremen dre evajoù anavezet-kaer evel ar wiski pe al lambig eus ar vegenn, a ziskouez splann e c’hoant da ginnig an traoù gwellañ.

En em ouestlañ a ra Nikolaz Maligorn, gant e vrud vat, da derriñ o c'hoantoù d’al lipouzerien, d’ar skloufed ha d’an dud kurius a gar Breizh hag ar vuhez forzh pegement ! Kit ‘ta e darempred gantañ dre bostel pe, war-eeun, dre bellgomz.

Nikolaz MALIGORN

pgz/fax : 02 98 59 67 00 - mail : contact [at] kellidenn.com