Kinniget zo bet nevez zo, gant Martine Aubry, war ar renk e dilennadegoù diabarzh ar PS, e vefe kelennet dre ret ar yezhoù rannvro e skolioù ar broioù e-lec'h ma vezont komzet, metama 'vefe nac'het a-grenn gant tud ar vugale.
Petra 'soñjit-c'hwi deus ar c'hinnig-se ?
Lakaet e vo ar gaoz war an afer-se 'benn dilun (17 a viz Here) 'ba Bec'h de'i !, asambles gant Fabien Lecuyer, penn-kazetenner an Agence Bretagne Presse, Christian Le Meut (Telegramme, Rezore) ha Christian Rivoalen (RKB).
Savit ho koulennoù diouzhtu ha kasit hoc'h evezhiadennoù deomp !
brezhoweb(at)gmail.com