Gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg eo bet embannet sifroù distro-skol 2007/2008 evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Kentel gentañ ar bloaz-mañ : un ehan d'an digresk a zeu war wel. An niver a zeskerien el liveoù 1 ha 2 er c'hentelioù a ya war gresk,, evit ar wech kentañ

Gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg eo bet embannet sifroù distro-skol 2007/2008 evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Kentel gentañ ar bloaz-mañ : un ehan d'an digresk a zeu war wel. An niver a zeskerien el liveoù 1 ha 2 er c'hentelioù a ya war gresk,, evit ar wech kentañ abaoe 2001 ; sin vat eo evit ar brezhoneg.

151 gevredigezh a ginnig kentelioù d'an oadourien en distro-skol-mañ, hervez a zo bet jedet, gant skoazell kelennerien a youl vat pe difrejet, e-barzh 172 kumun a Vreizh, da lavaret eo ouzhpenn ur gumun diwar 10. Un tregont kevredigezh bennak a ro kentelioù ivez e-maez Breizh (e Pariz ha tro-dro dreist-holl) ha 18 framm a ginnig stajoù war verr pe hir dermen. Abaoe 1998 eo bet kresket kalz al lec'hioù kelenn, ouzhpenn 54%, hag ar c'hreizennoù stummañ e-lec'h ma heulier stajoù a zo bet daougementet. War-dro 3000 skoliad a heuilh kentelioù-noz ingal hag ar sifr-mañ a seblant bezañ stabil abaoe un nebeud bloavezhioù. Un dra all zo sin vat : kresket eo an niver a zeraouidi er c'hentelioù-noz (+ 6%). Ur c'hresk damheñvel a gaver er stajoù (+12%) abaoe 2 vloaz. Mat eo an traoù el Liger-Atlantel, pa weler emañ sifroù an departamant o tostaat da re Aodoù-an-Arvor evit an niver a zeskerien enskrivet. Diouzh an tu all e seblant bezañ dilañs en Aodoù-an-Arvor e-keñver departamant ar Mor-Bihan, dre m'eo aozet gwelloc'h ar frammoù kelenn eno. Gwelet a reer splann e teu aesoc'h an dud da zeskiñ brezhoneg pa vez yac'h ar frammoù kelenn ha ganto kelennerien stummet-mat. En teul kevret a c'haller pellgargañ e c'hallot kavout taolenn emdroadur al lec'hioù kelenn etre 1998 ha 2007 hag hini al lec'hioù staj en hevelep prantad amzer. Listenn ar c'humunioù ma kaver ar muiañ a dud oc'h heuliañ stajoù a c'hallot kavout ivez. Emañ Roazhon ha Naoned er penn a-raok dirak Brest pe Kemper a gaver en trede pe en eizvhet plas.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus