Ur c\'hoari evit degemer ar stajidi kinniget gant Cedric Choplin ha Gwenael Huon
Ur c\'hoari evit degemer ar stajidi kinniget gant Cedric Choplin ha Gwenael Huon


Ar staj brezhoneg nemetañ ma implijer ar souibidigezh penn-da-benn.

Kant stajiad er sizhunvezh kentañ, mui 30 bugel ha 30 stummer ha buhezour, mui ur c'hant bennak en eil sizhunvezh, ar pezh a ra 260 den a gomz brezhoneg e-pad pemzektez. A-drugarez da aozadur efedus KEAV renet gant Ana ar Beg, e kendalc'h ar staj-mañ gant e hent kroget tregont vloaz 'zo. Daou gelenner dre rummad, ur greizenn dudi evit ar vugale aozet gant buhezourien, tapet o DABU ganto, hag ur bern oberiantizoù nevez : c'hoariva, video (sitcom), sevel danevelloù (gant Mich Beyer ha Ronan Menardeau), kazetenniñ (gant Yann-Fañch Jacq), setu sekred ar staj-se.

Ar pep pouezusañ; ne vez komzet ger gallek ebet. Saozneg, pe yezhoù all, ne lavaran ket. Dreist eo gwelout tud gant un nebeud bloavezhioù kentelioù noz a zeu a-benn da zivizout ha da c'hoari e brezhoneg. Gourc'hemennoù d'an aozerien a oar heuliañ bedig-bed ar vrezhonegerien evit kinnig, a vloaz da vloaz, traoù nevez d'ar stajidi.