KEAV : daou zevezh e Menez-Are
Chronique de J-L Le Floc'h

Publié le 22/11/21 15:08 -- mis à jour le 22/11/21 15:08

Bep ploaz ez eus un dibenn-sizhun digor d’an holl savet gant KEAV. Daleet eo bet e 2021, rak ar c’hleñved-red, betek an diskar-amzer. Ne vern ! Un digarez eo evit tud a-bep-seurt – bugale, mammoù, mestrezed-skol, tud gour – d’en em gaout asambles e brezhoneg evit o brasañ plijadur. Tud deuet eus pep skorn ar vro, n’eo ket eus Breizh-Izel nemetken mes betek Bro-Roazhon ha Bro-Naoned. Oberiantiz zo evit ar vugale, evit an dud deuet, pe evit an holl.

Ar pep gwellañ pe briziusañ? Marteze, selaou ouzh un annezadez eus Brasparzh. Houmañ brezhonegerez a-vihanik. He zammig buhez dre gomz, ur c'haier ivez (e galleg hepken). Mat eo d'an holl, a lâran-me, kleved traoù simpl, distaget e doare ar vro. Dre-se, n'eo ket torret ar chadenn.

Ur gontadenn evit ar re vihan hag ar re vraz

Krog eo an traoù gant un abadenn-noz kinniget gant Awen Plougouloum, houmañ konterez a-feson e brezhoneg bev ha treuzkaserez sevenadur ar vro ivez. Da skouer : perak eo ken c’hwerv dour lenn ar Yeun Elez e kreizig Menez-Are ? Rak an taouarc’h a soñjit-hu ? Talvoudus e vefe deoc’h ouzh he selaou kontañ istor ar c’horriganed o leñvañ, ha leñvañ c’hoazh war vord al lenn… Gwir, hañ… Rak ne c’helle ar re gozh kontañ gaou, int hag a ouie kement a varvailhoù, - «ur wech e oa, ur wech ne oa ket, ur wech e oa bepred… » - bet ankounac’het hirio an deiz! Hag ar gonterez da genderc’hel gant margodennoù, e doare ken birvidik ma’z eo ur blijadur evit ar re vraz ivez.

Da geñver an oberiantiz ha dre vraz, pep hini az a e-barzh e jeu : ar vugale war un tu, an dud deuet war un tu all. Kendalc’homp.

E kreizig menez Are

D’ar Sadorn vintin, setu-ni oc’h ober ur valeadenn e Boneur (Botmeur e galleg), heñchet gant Gégé Gwenn bet kuzulier ha maer ar barrez, pellig zo, hag eñ skrivagner ivez (romant «An deiz hir gortozet», Skol-Vreizh 2007). War zachenn al levrioù, just-a walc’h, bugel brudetañ ar barrez a chom Fañch Abgrall (1906-1930) bet skrivet gantañ e galleg (« Et moi aussi j’ai eu vingt ans ! ») hag e brezhoneg (« Luc’hed ha Moged ») pep hini anezho embannet e 1935. Brudet e veze Boneur dreist-holl hag e-pad pell dre ar Pilhaouerien (pennad e galleg). Hirio e cheñch-dicheñch dremm ar barrez. Ma ne chom nemet ul labourer-douar, dezhañ un tropellad ledan hervez patrom an ekonomiezh a-vremañ, e krog niver an annezidi da vont war gresk un tammig. Penn-tier evit prennañ n’eus ket ken, hervez kont, ken prizet eo bourc’h seurt-se, sioul ha brav e drowardroioù (daoust d’ur greizennig nukleel a zo o vezañ dismantret da vat, a-benn un ugent vloaz bennak). Hag ur c’hloc’h nevez a rankfe reiñ buhez da dour-iliz endro a-benn nebeut a amzer.

Sadorn d’abardaez, setu-ni o tizoloiñ ur froud o redek hardizh, a lammdour da lammdour, etre ar reier maen-greun, damguzhet dindan ar gwez hag ar strouezh. Morse n’em bije kredet kavout teñva eus menezioù uhel, amañ e kalon Menez Are ! Ur vrav a souezhadenn eo din-me. Ha setu chapel Sant-Herbod . Diwar anv ur sant kozh, n’a ouzer nebeut a dra diwar e benn. Bet eñ o vevañ etre ar pempvet (V°) hag ar c’hwec’hvet (VI°) kantved, e teu e vrud betek ennomp. Un den hag a blije dezhañ ur vuhez simpl koulz hag al loened, sañset. Daoust ha ne lâr ket furnez poblek en e geñver : «An Aotroù Sant Herbot, a oar lakaat dienn e-barzh a ribod / Monsieur Saint Herbot sait mettre la crème dans la baratte » (Tro Breiz, Levrig ar pirc’hiriner). A-walc’h evit kaout ur maen-bez kizellet er maen-greun, e-barzh ar chapel, rust hag e-touez a re vravañ e Breizh, hag evit reiñ e anv da barrez Karaez a-hirio (o ledanaat etre kribenn Menez Du ha kribenn Menez Are).

War an hent-distro, dirak karr Gégé Gwenn, setu ma tibrad ur sparfell-vraz (pennad oiseaux.net e galleg) ! A-daol-trumm, dirazomp. Brav eo an natur, gwisket a livioù ruz, melen-ruz, melen-du, en diskar-amzer. Bravoc’h c’hoazh pa weler loened gouez…boutin ha ral a-walc’h koulskoude.

Tro-dro da Vrasparzh

Disul vintin, e Brasparzh, emaomp heñchet gant Youn Amice, den eus ar vro ivez. Tremen a reomp e «straed ar c’hazh» e brezhoneg a dalv evit «rue des chats» e galleg. Diwall, ne vez ket anv eus ar c’hizhier e brezhoneg. Amañ, unander e brezhoneg a dalv evit liester e galleg, hervez Youn. Bremañ, setu-ni o tizoloiñ ar c’hoajoù tro-dro d’ar vourc’h. Skoachet dindan ar gwez, ar stêr Doufin (an Dourdu evit tud ar vro), glan he dour. Emañ an anv-se anavezet mat gant bleinerien o vont gant an hent-a-dizh vraz etre Kemper ha Brest, pa lennont anvioù ar stêrioù ouzh skritelloù divyezhek, aman hag ahont. Ar stêrig-se da red betek ar mor.

Ha bremañ ur c’hoari diazezet war ar memor - kinniget gant Youn Fulub, skolaer ha buhezour war an endro - : sellit ouzh pemp delienn voutin, diskouezet e-pad ur prantadig berr a-walc’h, ha da heul kit da gavout ur skouerenn eus pep hini anezho, tro-war-dro. Mat evit pleustriñ : sellout pizh ha derc’hel soñj ! Ne vern peseurt oad oc’h ! Un digarez ivez da frifurchal e-barzh levr-mañ-levr (e brezhoneg, mar plij) evit gwiriekaat tra pe dra.

Evit echuiñ, ar re vihan gant ar re vraz adarre

Ur c’hoari evit an holl evit echuiñ. N’eo ket skipailh a-enep skipailh, met an holl asambles kentoc’h, dorn ha dorn, kammed-ha-kammed, evit diskoulm ur sekred. Brav !

Mersi braz d’an aozerien : Jean-Jacques Bihan ha skipailh KEAV. Koulz ha d’ar skipailh Ti Menez Are.

Evit peurechuiñ

Lod ac’hanomp a fello dezho peurechuiñ en ur vont betek Menez-Mikel. Ur menez e-touez ar reoù uhelañ (391 m, war-lein kloc’hdi ar chapel). Stummet mat eo an duchenn-mañ, evel ur menez ront ha hiniennel. War e lein e c’heller sell ouzh an uhelañ ha bravañ aradennad e Breizh (Tuchenn Gador, Roc’h Trevezel, hag all…). Un dachennad hep e bar e bro-Frañs a-bezh. Hag ar mor-braz er c’hornog…ma vez an heol o kuzhat goustadik a-dreñv pe en tu all dezhañ…

Bonus, ouzhpenn

E Kemper, da overenn ar Sul-noz-mañ e vez klevet brezhoneg (ar «Santel», an «Anjeluz» ). « Ober a ra vat dimp, kanañ e brezhoneg, ur wech an amzer» a zispleg din ar beleg bet o lidañ. A-du emaon ganeoc’h, penn-da-benn! Ha perak ne vefe ket un tamm a vrezhoneg ingal, bep Sul ?

Evit mont pelloc’h

Toutes nos newsletters et tous nos agrégateurs sont gratuits ! Abonnez-vous !

Titouroù all

. Kentañ dibenn-sizhun KEAV a vo savet en Enez-Tudi - l’Ile-Tudy e galleg -, Penn-ar-Bed), d’an 30 a viz Ebrel/ kentañ a viz Mae 2022.

. Titouroù : bef [at] keav.bzh

KEAV a dalv : Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion

Gerioù

ur maen-bez: un delwenn-led (hervez Le Gléau), un « gisant», e galleg

Sparfell-vraz : ur vrav a anv lec’hel evit « buse» e galleg, kredapl braz « buse variable » , Buteo buteo e latineg). Anvioù all e brezhoneg : baou, ar vaou (Al Liamm), barged, ar barged (Le Gleau) pe ar varged (Merser) pe burtul, ar burtul (Favereau). Evit devri.bzh (Martial Menard) e talv «Sparfell-vras» evit « aigle » e galleg ! Petra an diaoul hon eus gwelet-ni ? Peseurt labous?

[MAJ ouzhpennad kentañ a viz Kerzu]. Bez e c'hellfe ar sparfell gwelet - d'ar c'hwec'hvet a viz Du - bezañ anvet e galleg «Busard cendré» / Remarque pour ornithologues: le rapace - «sparfell-vraz» - vu pourrait, selon moi et sous toute réserve, être un «Busard cendré» rare à cette période de l'année. Observation réalisée un 6 novembre [fin MAJ, dibenn-ouzhpennad]

Levrioù

. Gwez ar vro Padrig an Habask, Al Lanv, 2018, KAB

. Plant ar vro (I ha II) Jo Tangi, Al Lanv, 2020, 2021, KAB

Diwar al laboused, dre vraz hag evit levrioù e brezhoneg, gwelout ivez :

. lec’hienn Serge Kergoat (Kameled) zoizo.fr

. lec’hienn Al Lanv (Kemper) dre brezhoneg.org

. lec’hienn Yoran Embanner (Fouenant), levrioù e galleg, yoran-embanner.com, ger-alc’hwez : nature

Tro-lavar

« Kompezañ Brasparzh, diveinañ Berrien, diradennañ Plouie, tri zra dic'hallus da Zoue ! », [a-wechoù ouzhpennet mod-se : dic’hastañ Poullaouen ! Hervez teodoù fall pe kañfarded zo ! N’ouian ket petra soñj d’ar Boullaoueniz diwar-benn se ?!]. OF 2013 Martial Menard

Voir aussi :

mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.