eul leor nevez o paouez dont er-mêz e ti emgleo breiz : Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop 9,00€ http://www.emgleobreiz.com/nouveautes.php?langue=br Ar skrivagner(ien) : Bodenes Frank

eul leor nevez o paouez dont er-mêz e ti emgleo breiz :

Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop 9,00€

http://www.emgleobreiz.com/nouveautes.php?langue=br

Ar skrivagner(ien) : Bodenes Frank Réf : 708269 yez : Brezoneg Eun ofis e fin an nouspedved kantved warn-ugent. Pe marteze bennag ema ar hantved o paouez kregi. Yanniged gwall-voutin a houlenner o zoñj diganto, a-wechou. Loentud ar hêriou avad ne vez ket. Maread a zo diredet hirio : ki-den ebed ne lar grig. Eur peziad panell a zo a-uz d\\\'an nor, e penn all an trepas. Teir lizerenn o strinka warni : BBK. Bureo ar Bitrakou Kollet. Chomet eo digor an nor. Gweloud a rit eun den en e azez. Eun den emit-hu ? Eur haz-den a-goñsekañs a zo deuz outañ. Chom a ra da brederia war eun elektroskritouer teo ha ledan. Eur wech dre vare e stag da skriva eur ger bennag gand eur mell elektreion. Gervel a reer Teo Druzeveg. Pokêz Teo. Eur hi-den, ha n\\\'eo ket eun hanter-hini. Hennez n\\\'eo ket gwall-rikouret bepred. C\\\'hwi \\\'lakfe eo eun troher metal bennag… \\\"N'ouzon tra mui, emezañ, na piou na petra on, na va ano na seurt ! Re wir ! Roit din ma zeod en-dro\\\". Mall 'zo warnoh eh errufe an iz-ofisour gand e chas tomm, e gizier dall hag e bakadouigou moutard ha ketchop… Kas ar bourd da Vourdel a reer ivez er BBK ! - eur golo soubl - 67p. - Vak