Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Komzit brezhoneg d'ho pugale - skritell mil vrudet  graet gant Ar Seizh Breur (un tamm).  Célébrissime affiche de la  période Seizh Breur (extrait)
Komzit brezhoneg d'ho pugale - skritell mil vrudet graet gant Ar Seizh Breur (un tamm). Célébrissime affiche de la période Seizh Breur (extrait)
- Chronique -
Katell Chantreau: treuzkas ar brezhoneg er familhoù
Pedet eo bet Katell Chantreau e TAV Kemper, evit un abadenn a-zivout he enklask. Résumé.
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 14/01/23 22:01

Alies, re alies, e vez roet da gompren dre bolitikourien pe sokiologourien zo, pa vez anv eus ar yezh, e vefe un arzh rik etre « gallegerien » diouzh un tu ha « brezhonegerien » diouzh un tu all. Evel ma vefe un troc’h ha dre-se, buan a-walc’h, un dañjer braz evit ar Republik, hag all hag all… Marteze ho peus klevet ho tivskouarn ar sonerezhig vihan-se ( « cette petite musique » , e galleg flour). Padal emañ Yann pell diouzh e gazeg ! N’eo ket mod-se eo ar gwirvoud !

Katell ar vrezhonegerez

En ur erruout da Vreizh, e Roazhon, en deus dizoloet Katell Chantreau ar yezh koulz hag ar vrezhonegerien. Ha setu-hi, tamm-ha-tamm, deuet da vezañ brezhonegerez (dre forzh zeskiñ hag a-hed ar bloavezhioù o tremen). Pa ’z eus bet ur plac’hig ganti, hi en deus dizoloet ivez tachenn treuzkas ar yezh ba’n ti koulz ha tro-dro dezhi. Setu, dre vraz, diazezoù he zezenn war « an treuzkas er familhoù » . Ur sapre labour – soñjit 'ta ! 7 vloaz evit he feurechuiñ – hag ur banne avel fresk, me lâr deoc’h, diwar-benn hon yezh kaezh ha dreist-holl an doare m’eo implijet er familhoù a-vremañ. Studiet eo bet ganti ar rummad a gerent yaouank bet ganet etre 1970 ha 1995, hag a ouie mat ar yezh dija a-raok ganedigezh o bugel kentañ pe gentañ.

Setu ar pezh en deus kinniget e TAV Kemper, div eurvezh-pad, dirak un toullad a dud a bep seurt, kozhik pe yaouank, brezhonegerien evit lod anezho, kerent e-karg eus bugale yaouank evit lod all…ha me oar…. Sachet holl ha kurius ivez da geñver ar yezh er vuhez a-vremañ e kalon ar familhoù…

Harpet e oa an abadenn (e galleg) ouzh un ugent skeudenn dreuzwelus ( « transparents » e galleg an embregerezh) bennak. Mes posubl e oa da forzh piv, pa veze talvoudus, sevel ur goulenn ouzh ar brezegennerez. Mod-se eo birvidikoc’h ha pinvidikoc’h ar brezegenn, deuet da vezañ un eskemm, en ur mod. Peoc’hus an aergelc’h. Dav eo menegiñ ez eo Katell Chantreau, goude an holl vloavezhioù-se, kustumet da selaou ouzh an dud ha da zigas startijenn ha fiziañs war un dro. Trankilik ha toud !

Treuskas ar yezh

« Transmettre une langue minoritaire autochtone à ses enfants : le cas du breton » , setu titl an dezenn produet da heul he enklask hag a zo bet kinniget amañ e Ti ar Vro Kemper ha dre gomz un diverrañ eus he diforc’hioù.

.1 Lodenn gentañ eus an abadenn a oa diwar-benn an enklask e-unan.

Petra zo bet rastellet war an dachenn?

Graet eo bet etre 2018 ha 2020, diwar 450 den gour da gentañ-penn (treuskas1), pinvidikaet diwezhatoc’h (treuskas2) hag ivez diwar gerent Diwan. Implijet eo bet ivez disoc’hoù un enklask TMO Bretagne diwar lañs ar Rannvro e 2018. Da lâret eo ledan ha liesseurt a-walc’h eo ar boblañs studiet, kement ha ma vez posubl evit ar brezhoneg. Evit tapout sifroù resis, mont d'al lec’hienn (e brezhoneg).

Petra a dalv treuzkas ur yezh ? Setu daou respont, da skouer :

Dell Hymes (yezhour, sokiologour)

« Un enfant acquiert une connaissance des phrases, non seulement comme grammaticales, mais aussi comme étant ou non appropriées. Il acquiert une compétence qui lui indique quand parler, et aussi de quoi parler, avec qui, à quel moment, ou de quelle manière » . Da lâret eo kemer perzh en eskemmoù gant ar re vraz, an dud gour, hag ar re vihan. Da lâret eo, komz gant ar re all koulz ha chom sioul evit selaou oute ivez.

Col (yezhour)

« Pour que les enfants acquièrent davantage que les simples rudiments du langage, ils ne doivent pas seulement entendre (ou voir) le langage, mais aussi participer à des activités que ce langage aide à créer » . Da lâret eo ober un dra bennak gant ar yezh, implijout anezhi evit gwir. E-barzh ar vuhez pemdeziek, a-hed an devezh.

Setu petra eo tachenn an treuzkas er famihoù, da lâret eo er-maez eus ar skolioù. Pa'z eo distroet ar bugel d'ar gêr.

Ur yezh dreuzkaset a deu e genou ar bugel e doare naturel, a-benn ar fin. A-feur an amzer ha dre forzh adlâr ha klask-ober. Disheñvel eo diouzh ur yezh desket.

Peseurt doare d’ober ? ( Quelles pratiques ? , e galleg). Ober hanter an amzer gant ar brezhoneg hag hanter all gant ar galleg. Dre vraz, setu an doare boutinañ e-korf ar familhoù. Evit gouzout hiroc’h kit da welout al lec’hienn (e galleg) meneget e traoñ ar pennad-mañ.

Treuzkas ar yezh zo ur choaz hag a c’hello cheñch tamm pe damm a-hed bloavezhioù yaouank ar bugel (a-raok mont d’ar skol lakomp) pe hervez an endro. War ar poent-se, pouezus eo diviz pe levezon an tad (Treuskas1, Diwan) muioc’h evit hini ar vamm, hervez ar respontoù dastumet. Evit ar resevet gante ar yezh war barlenn o mamm (ya, bez ez eus anezho en amzer a-vremañ) ez eo pouezusoc’h c’hoazh treuzkas ar yezh. Evit soagnañ ur gloazadenn-familh ha nompas troc’hañ chadenn ar rummadoù.

Gant petra eo levezonet an dud (tad ha mamm) ? Petra eo o fal dezhe da geñver ar bugel ? Kit da frifurchal e-barzh al lec’hienn.

Petra d’ober ? Mennozhioù…

.2 Eil lodenn eus an abadenn. Petra d’OBER ? Penaos souten an treuzkas ?

Hag evit kregiñ, peseurt diaezamantoù zo talet oute gant ar gerent ?

. Nompas bezañ barrek pe sur a-walc’h war ar yezh.

. Bezañ e-unan-penn

. Sell ar re all ouzh ar gerent.

Mennozhioù evit sikour ar gerent.

. Sevel strolladoù a vrezhonegerien pe lakaat ar gerent d’en em anavezout kenetreze.

. Kreñvaat barregezh ar gerent e brezhoneg.

. Lakaat e-barzh ar jeu an den all – hini a na oar ket ar yezh - er c’houblad.

. Reiñ kalon d’an dreuzkas-familh dre ar mediaoù publik.

. Kinnig postoù-labour e kêrioù braz (lakomp unan e Brest, unan all e Roazhon) evit tud a-vicher hag a sikourfe da sevel darempredoù (evel m’eo bet evit tachennoù all) etre an dud – kerent hag all – hag a zo splujet e treuzkas ar yezh d’ar vugale.

. Ha kement zo…

Evit gouzout hiroc’h

Toud an danvez-se ha muioc’h c’hoazh (kalzig da bellgargañ, war ar marc’had) war lec’hienn savet gant Katell Chantreau:

Selaou ivez ouzh pennad-kaoz « Desevel ar vugale e brezhoneg » ( Katell Chantreau aterset e brezhoneg gant Lionel Buannic e miz Du 2021, war Brezhoweb) :

Abadennoù a vo, e-kerz mizioù a zeu, evit kinnig disoc’hoù an dezenn ha kaozeal diwar-benn treuzkas ar brezhoneg. Pa vo echu an droiad e vo divizet gant Katell Chantreau ma vefe embannet ul levr (war-zu an holl) diwar-benn ar skiant-prenet-se, ken pouezus ha ken fromus, ken karantezus ivez : « treuzkas ar yezh er familhoù » .

Titl an dezenn :

« Transmettre une langue minoritaire autochtone à ses enfants : le cas du breton » , Katell Chantreau, tezenn soutenet d’an 29 a viz Even 2022 e skol-veur Roazhon 2.

Evit mont e darempred gant Katell Chantreau, kit da frifurchal el lec’hienn hag e vo kavet ganeoc'h ur chomlec’h internet

Ha c'hwi petra eo o skiant-prenet a-zivout treuzkas ar yezh? Ha c'hoant o peus da lâret tra pe dra diwar-benn-se? Kemennadennoù degemeret mat (e brezhoneg pe e galleg).

Résumé :

Katell Chantreau venue à la langue bretonne à l'âge de 19 ans, lors de son arrivée en Bretagne, s'est interrogée sur la problématique de la transmission de la langue dans les familles (en dehors du temps d' école donc) lorqu'elle y a été confrontée elle-même avec ses enfants. Un travail d'enquête de longue haleine (7 années de recherche et d'enquête de terrain auprès d'un public diversifié et représentatif de parents appartenant aux générations nées entre 1970 et 1995) et qui a abouti à une thèse très documentée.

Elle parcourt en ce printemps 2023 la région (ici à Quimper/Kemper) pour présenter le fruit de ses observations, partager avec le public, et aussi proposer des idées, par exemple pour mieux fonctionner en réseau dans de petites actions quotidiennes.

Sur son site treuzkas.net , vous trouverez l'ensemble de la thèse (en français), en accès libre et téléchargement, ainsi que d'autres matériaux.

2  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 1 commentaires
Gwilhmod Le Mardi 17 janvier 2023 09:52
An dalc'h eo AR VAMM : an neb a fell dezhañ sevel un tiegezh brezhonek a zo RET dezhañ dibab ur wreg a oar dija mat ar yezh, setu holl ar pezh zo ezhomm.
goude-se, skoulmañ darempredoù stank gant tiegezhioù hollvrezhonek all.
Ar peurrest a zo poan gollet : ar vugale a yelo war ar galleg... eveljust !
Ne oa ket ezhomm seizh vloaz studi evit stadañ n'emaomp ket war an hent mat.
Kalz muioc'h a durkeg a vez komzet e Pouldregad eget brezhoneg, sur ha n'eo ket marteze (2000 bennak int etre Kemper ha Douarnenez gouez da Oust France)
(1) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons