Deuet eo e-maez abadenn gentañ an heuliadenn Kastell Nosflaeriatus! Gant ur muzuliad a fent du doare ar Familh Adams ha pennadoù kaoz eeun ha rust ema an abadenn-se é tont war al leurenn.
Deuet eo e-maez abadenn gentañ an heuliadenn Kastell Nosflaeriatus! Gant ur muzuliad a fent du doare ar Familh Adams ha pennadoù kaoz eeun ha rust ema an abadenn-se é tont war al leurenn. Kregiñ a ra an abadenn gentañ gant ar paour-kaezh Arbogast, ur sorser-termaji en desped dezhañ, a zo é klask ul lojeiz a-benn tommañ e revr dezhañ! Siwazh dezhañ ne droio ket an traoù war e du ha buan a-walc'h e vo trapet ar paour-kaezh truchon ba e drap: gopret e vo e-giz lakez pa krede dezhañ bezañ degemeret e-giz ur sorser bras hag ober teil tomm a-hed an deiz!
War an ton-se e krog an heuliadenn Kastell Nosflaeriatus, gant ar spi e teuio e-maez abadennoù all a-benn nebeut a-benn goût petra a vo graet deus ar paour-kaezh Arbogast ha dizoloiñ peurrest an tiegezh, pep-hani deus-oute ken trelatet evit ar re all!
Moaien zo deoc'h sellet deus an abadenn e stumm bras ba lec'hienn KerAvon:
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !