17 pal tizhet, un ti-kêr youlek, ha bugale kanerien ...

E ti-kêr Kemperle digwener noz e oa lidet label 2 karta Ya d'ar brezhoneg. Prezegenn e brezhoneg hag e galleg gant Marie-Jo Mellouet, kuzulierez-kêr ha marc'hadourez levrioù ha pladennoù ar stal "Penn da benn", da c'houde hini aotrou maer Alan Penneg, hag evit echuiñ, hini Lena Louarn, evel boaz.


Kanet o doa bugale Diwan ha Divyezh a-raok, ha fur int bet betek ar fin, dreist-holl pa oa Lena o c'houlenn ganto : "Kompren a rit ar brezhoneg, bugale ?"...

Bremañ eo Kemperle e touez ar re wellañ e Breizh : 250 plakenn divyezhek evit ar straedoù e kêr, 100 bugel skoliataet e brezhoneg (Diwan, Div yezh, skolaj), stummadur ar re deuet e brezhoneg evit an ti-kêr, kazetenn ar gumun gant ar pennad-stur e brezhoneg, ...

Da wellaat : ateieroù e brezhoneg evit ar vugale all, mont pelloc'h evit ar c'hentelioù noz hag evit an eil derez.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....