Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Karta europat ar yezhoù bihanniver kaset d'ar blotoù

D'ar 27 a viz Here 2015 e tlee ar Sened studial ur mennad distaol diagent, kinniget gant an ao. Bas (Ar Republikaned) en anv bodad al lezennoù, diwar-benn ar raktres

Rémi Toulhoat pour Div Yezh le 29/10/15 19:05

D'ar 27 a viz Here 2015 e tlee ar Sened studial ur mennad distaol diagent, kinniget gant an ao. Bas (Ar Republikaned) en anv bodad al lezennoù, diwar-benn ar raktres lezenn vonreizh evit aotren gwiriekadur Karta europat ar yezhoù bro pe bihanniver (niv. 662). Degemeret eo bet ar mennad argerzhadur, a dalvez kement ha distaol, gant 180 mouezh a-enep 155.

Ar garta-se sinet gant Frañs e 1998 n'eo ket bet gwirikaet abaoe rak kavet eo bet e oa a-enep ar Vonreizh. Abaoe 16 vloaz e welomp ar gouarnamantoù o vont en eil war-lerc'h egile, met heñvel ha digemm e chom an enebadur ouzh gwiriekadur ar garta.

Keuz hon eus dirak krizadur senedourien zo hag a wel er garta ur gourdrouz da unaniezh Frañs ha d'ar yezh voutin. Evit doare ne dennont ket kentel diouzh o fazioù hag e prederiont c'hoazh evel ma raent da amzer an trevadennoù. Eus ur c'hantved all eo ar jakobinerezh ha poent bras eo mont en tu-all dreist-holl pa embanner gant lorc'h bezañ bro gwirioù mab-den.

Gant an 39 mellad eus ar garta sinet gant Frañs e vefe bet an tu da diskouez eo liested ar yezhoù un elfenn diazez eus liested ar sevenadur. Ouzhpenn-se e vefe bet ret d'an dilennidi amjestr da labourat evit hon yezhoù hag hon sevenadurioù, elfennoù anat eus savidigezh ar vro-mañ.

Trawalc'h gant an dismegañs, aet omp ôg gant Frañs-se a nac'h gwirioù diaezez kement den a zo.

Poent eo d'ar Stad sammañ he atebegezh ha lakaat lezennoù war ar stern evit mad hon yezhoù hag hon sevenadurioù, dic'haouiñ fazioù an amzer dremenet.

Ar genbrezidanted,

Frédérique Mouden & Rémi Toulhoat

mailbox
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.