Evit an eil bloavezh emañ Divskouarn o kinnig abadennoù kaout un tañva d\'ar brezhoneg gant ar re vihan. Ar bloaz-mañ ez eus ur strollad reoliek e Lesneven hag e Lannuon.
\"Kaout plijadur e brezhoneg gant ar re vihanañ !\"
Pal an abadennoù-se a zo kaout plijadur e brezhoneg gant ar re yaouankañ pe vezer brezhoneger hoc\'h unan pe vezer ket. En em vodañ a ra familhoù gant o c\'hrouadurioù en ul lec\'h hag e vez kaset un abadenn c\'hoari, kanañ ha lenn gant animatourien a zo anezho kerent ha tud a vicher tachenn ar re vihan war un dro. Dont a ra ar gerent asambles gant o bugale yaouankoc\'h eget 5 bloaz anezho.
\"Daou lec\'h e Breizh evit poent.\"
— E magouri Lesneven an hini eo e c\'hoarvez an traoù e Penn ar Bed evit poent, bep kentañ sadorn ar miz da 11e. Setu aze an deiziadoù betek an hañv :
D\'ar 16 a viz Genver/ 6 a viz C\'Hwevrer / 6 a viz Meurzh / 3 a viz Ebrel / 15 a viz Mae / 5 a viz Even / 26 a viz Even = pik-nik echuiñ.
— E Lannuon e vez dalc\'het an traoù e Kreizenn Sevenadurel Lannuon, a zo kenaozer gant Divskouarn. Etre 10e hag 11e ez a an traoù en dro. Lakait hoc\'h anv en a-raok mar plij.
Setu amañ an deiziadoù da zont : 23 a viz Genver / 6 a viz C\'Hwevrer / 13 a viz Meurzh.
Evit hini Lesneven e vez goulennet gant an dud emezeliñ da z/Divskouarn, 15 € ar bloavezh.
Evit hini Lannuon e vez goulennet gant an dud emezeliñ d\'ar Greizenn Sevenadurel Lannuon, 12 € ar bloavezh.
\"Gouzout hiroc\'h :\"
Lesneven : 09 60 04 79 83. Lannuon : 06 99 04 88 40