Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
désolé cette photo n'existe plus
- Communiqué de presse -
Kaouenn Net, ul lec'hienn nevez e servij an holl
Laouen omp o kemenn deoc\'h eo ganet www.kaouenn.net lec\'hienn internet da vodañ enrolladennoù son ha video e brezhoneg. Evit meur a abeg eo dibar al lec\'hienn-mañ. Da gentañ e c\'hall an holl sellet pe selaou an enrolladennoù hep na vefe ezhomm da bellgargañ netra. Da eil e c\'hall an holl kas
Guillaume Morin pour Kaouenn FM le 21/01/07 16:47

Laouen omp o kemenn deoc'h eo ganet www.kaouenn.net lec'hienn internet da vodañ enrolladennoù son ha video e brezhoneg. Evit meur a abeg eo dibar al lec'hienn-mañ. Da gentañ e c'hall an holl sellet pe selaou an enrolladennoù hep na vefe ezhomm da bellgargañ netra. Da eil e c'hall an holl kas un enrolladenn dimp da voueta Kaouenn Net hag e reomp ar pezh a zo ret evit lakaat anezhi en ur stumm ma c'hallo an holl he gwelet pe he selaou. Mankout a rae un dra evel-se e brezhoneg rak evit ar wech kentañ e c'hallomp sevel asambles un diaz kleweled graet gant an holl hag az aio dreist d'ar bevennoù bro. Pep hini ac'hanoc'h a c'hall kemer perzh oc'h enrollañ gant ur c'hamera bihan (kameskop), un iPod, ul lenner MD pe MP3, ul luc'hskeudennerez pe ur pellgomzer hezoug zoken. Kement tra zo displeget deoc'h war www.kaouenn.net Profitañ a reomp evit ober ur galv bras war-du an holl pa vefent e Breizh pe er broioù pell, p'o defe c'hoant da enrollañ tud tro-dro dezhe pe da grouiñ o-unan un abadenn war un tem dibar, forzh peseurt danvez a zedennfe anezhe (lec'hel, etrebroadel, sonerezh, sport, sevenadurel, skiantel...) Liesseurtoc'h ha dedennusoc'h a-se e vo. Trugarez da gas ar c'heloù-mañ tro-dro deoc'h.

Cet article a fait l'objet de 1042 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons