Heol er maez, sant Diboan o selaou kantikoù en diabarzh
Par Fanny Chauffin pour ABP le 13/07/12 20:26
Evit ar pedervet gwech he doa Anne-Marie Colomer pedet mignoned dezhi a oar kanañ, seniñ telenn pe orgaoù, kontañ istorioù. Ar bloaz paseet e oa kantikoù abad Henri a oa bet kanet e iliz Mellag, ba Lokunole e oa kanerien ar barez ha Yann-Pier Deredel asambles gant Fulub Guern.
Ar bloaz-mañ e oa dre ret kantik sant Diboan, ha tonioù all abat Henri.
E-barzh ar chapel, dindan sell madelezhus sant Diboan, e oa Anne-Marie gant he mouezh aour dirak 60 den o respont dezhi e chapel vihan.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....