Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kant den o tañsal hag o kanañ
Kanerien ha kanerezed b'an dañs pe a-dreñv ar mikroioù ha brezhoneg e pep lec'h !
Fanny Chauffin Par Taol Kurun le 23/03/14 21:48
:
Réalisation :

Kanerien ha kanerezed b'an dañs pe a-dreñv ar mikroioù ha brezhoneg e pep lec'h !

Pa vez 16 kaner asambles petra'vez graet ? Kroget oa bet gant Anne-Marie ha Roland, goude Rozenn ha Silvi, Loeiz ha Paol, Gi Penseg ha Jean Billon, Christophe ha Jean, an Diaoulezed, Jean ha Christophe... Ha dansoù a bep seurt : an-dro, hanter dro, laride, gavotenn, trikot, polka plinn, klamm, kas a-barzh, ride, plinn, ...

Ha pa vez kan ha diskan, kan bro Gwened, e vez brezhoneg forzh pegement war al leurenn. Hag er sal e vanke ar rummad 25/50 vloaz : chomet er gêr, brezhoneg ebet ken gante ?

Koulskoude an tregont bennag a dud yaouank, a youl-vat pe o kanan war al leurenn, a eskemme betek div eur vintin gant ar re gozh chomet da flapin ha da genverian brezhoneg ar vro gant ar brezhoneg desket er skolioù.

Setu merc'hed Brandivi, Anna de Parscau, Awena Le Baron ha Mari Lorho-Pasco, kanerezed anvet "an Diaoulezed", ul levraouegerez, un edukatourez evit ar re nammet hag ur vuhezourez en un ti-feurm pedagogel, holl bet e Diwan er skolaj hag el lise. Bugon, nerzh, startijenn ...

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons