Put your name here

Kanomp Breizh, Kanomp ar vBro Gozh !
Er prantad diaes-mañ a genvac’hadur e kinnig Poellgor ar Vro Gozh d’an holl re o devo c’hoant, bras ha bihan, a-youl-vat pe a vicher, kanañ ar Vro Gozh, kanenn vBreizh, a-unan pe gant ar familh, er gêr, o n’en em filmañ war-eeun.
Communiqué de presse de Comité Bro Gozh

Publié le 17/04/20 16:48 -- mis à jour le 17/04/20 16:48
50337_1.jpg
RCV

Er prantad diaes-mañ a genvac’hadur e kinnig Poellgor ar Vro Gozh d’an holl re o devo c’hoant, bras ha bihan, a-youl-vat pe a vicher, kanañ ar Vro Gozh, kanenn vBreizh, a-unan pe gant ar familh, er gêr, o n’en em filmañ war-eeun. Ha pa vije gant ur stumm klasel pe ‘doare rock, reggae pe arall c’hoazh, ne vern ! Pezh a gonto eo he c’hanañ hepken, o rannañ gant-se al liamm kreñv ez eo gant holl Vreizhiz ar vro hag ivez gant hon divroidi ha mignoned Breizh dre-holl, er bed a-bezh.

Doare-ober

Evit pleustriñ a-raok kanañ, emañ aze pep tra rekis

Ho unan pe a-goublad, krogit e-barzh gant ar stumm a fell deoc’h, ouzh ho filmañ ha o kas dimp ar video gant an doare azasaetañ hervez he ‘fouez’ : SMS, WhatsApp, postel, WeTransfer h.a… Embannet e vo ganimp da heul war hol load, war Facebook ha Twitter…

Amañ hon holl zaveoù :

-postel : brogozh [at] mel.bzh

-hezoug : 06 09 71 01 91

Hag er rouedadoù kevredigezhel, arverañ atao : #BroGozh #KanompBreizh #ChantonslaBretagne

D’an holl hag o devo kemeret perzh e vo graet ur profig pa vimp distroet en-dro d’ar vuhez reol !

Kanomp Breizh – Chantons la Bretagne !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Poellgor Bro Gozh ma Zadoù a zo ur gevredigezh a zo he c’hefridi skignañ ha kas war-raok brud Kan broadel Breizh. Evit hen ober e vez aozet gant ar Poellgor darvoudoù a zo o fal lakaat da labourat a-gevret strolladoù sonerezh a-bep seurt (lazoù-kanañ, lazoù-seniñ, bagadoù…) a oar ober gant ar c’han-broadel-mañ.
Gwelout pennadoù all Comité Bro Gozh
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.